Ersav ouzh ur blegenn dañjerus pe ouzh kentrigadoù diavaez kreñv-tre en em gav ar gouzrec’h dieraoz outo, ken nad eo nag evit diwall diouto nag evit o mestroniañ. “Fazi eo ober gant an termenoù saouzan (Schreck), aon (Furcht), enkrez (Angst) evel gant heñvelsterioù ; o c’heñver ouzh an dañjer a ro an tu d’o digemmañ. Merket eo an enkrez gant gortoz an dañjer hag an eraoz outañ, zoken mar bez dianav. An aon a ampleg un ergerc’henn termenet hon eus aon razi. Evit ar saouzan, e c’hoarvez pa gouezher en ur blegenn dañjerus dic’hortozet hep bezañ prientet, ar merk anezhañ eo ar soupren.” Dre se e ra Freud eus ar saouzan un amplegad eus an neuroz daraezel anvet a-wechoù neuroz saouzanel (Schreckneurose).
effroi, peur, angoisse sont des termes qu’on a tort d’utiliser comme synonymes, fazi eo ober gant an termenoù saouzan, aon, enkrez evel gant heñvelsterioù (sl. EFFROI) ; Freud voit dans l’effroi une condition déterminante de la névrose traumatique qui est parfois désignée comme névrose d’effroi, e ra Freud eus ar saouzan un amplegad eus an neuroz daraezel anvet a-wechoù neuroz saouzanel (sl. EFFROI) ; la séduction produit un effroi sexuel, ar filenadenn a zevoud ur saouzan revel (sl. SÉDUCTION).