Preder
anévrisme cirsoïde, anévrisme par anastomose, angiome rameux, tumeur cirsoïde, tumeur érectile pulsatile, varice artériellecirsoid aneurysm, branching aneurysm, racemose aneurysm, angioma arteriale racemosum, diffuse arterial ectasiadarvoll teuc'hellek, angiom g. bodek, yoc'henn b. sonnidik talmus, teuc'hell b. dalmerel, usvoll g. talmerel strewek ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn wazhiedel diwar volc'hadur ha neradur antrevn un pe lies kef talmerel pe wazhiennel, oc'h amparañ ur c'hehentad talmerenn-gwazhienn ganedigel.

Brenner : tumeur de ∼, oophoromeoophoroma folliculareyoc'henn b. Brenner, ooforom g. ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn guñv eus ar vierez, sonnel pe gistek, ouzh he ober ur gwiad kenglenel paoterek, stirek pe stirwerek, strewet ennañ enezigoù epitelel leun pe gavennek.

cancer, tumeur maligne, néoplasme malincancerkankr g., yoc'henn b. yud, nevezwe g. yud, hanwe g. ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn diwar neridigezh antrevnek kelligoù anreol oc'h aloubiñ hag o wastañ ar gwiad pe ar flugezenn ma teñv, ganti an doug da skignañ dre ar bevedeg (dassezioù) ha da adfeilhañ goude bezañ dilamet pe distrujet ; dindan an termen kankr e renker an holl neridigezhioù yoc'hennus yud, forzh pere ve stad diorren (rizhellel pe oadourel) ha rizh ar gwiad ma evodont ; niverus hag anavezet fall eo arbennoù ar c'hankroù : goudrevn hêrezhel o kenttuañ d'an hanweoù, parennoù trevvael, kimiek evel an ter hag ar butun, skinadoù, viruzoù, hinadoù, boazioù emvagañ, h.a. ; hervez o rizh gwiadurel e tiforc'her ar c'harkinomoù pe kankroù epitelel pe epiteliomoù, dispaket diwar goust an amwiskadoù hag ar parenkimoù, ar sarkomoù pe yoc'hennoù mezenkimatus yud, a orin kenglenel, en o zouez sarkomoù ar gwagrennoù levrus pe mezoteliomoù yud, ar melanomoù, ar yoc'hennoù nervel yud, an dizembriomoù, ar yoc'hennoù torzhiennel ; an adanv yud hag ar pennanv yuter a empleg un niver a naouusterioù meurselladel, gwiadurel ha dedroadel hep rakvarn war ar c'hrevusted : marvus e c'hell bezañ yoc'hennoù kuñv (da skouer ar meningiom oc'h amwaskañ an empenn), endra vez kuradus un niver yoc'hennoù yud (ne vez koulz lavaret nepred dassezioù diwar epiteliomoù diazkelligel ar c'hroc'hen).

carcinoïde : tumeur ∼, tumeur argentaffine, ∼, argentaffinomecarcinoid tumoryoc'henn garkinoidel, yoc'henn b. argantlen, karkinoid g., argentafinom g. ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn yud, gorrek he dedro, evodet diwar gelligoù argantlen an organoù o tont eus an arc'hpervez (kanol vezhur, briant, bronkez, forzhioù degorzhañ an ilgreiz hag an avu) ; er pervez (yunegenn, klunegenn, divilhenn) e vez ar gentsez hag en avu, en ampelenn e vez peurliesañ dassezioù paot ; pa gresk ar yoc'henn e tec'han darvoudoù pervezel (steviad, darc'hoal), kennevidel (da heul tizhad an avu), gwazhiedloc'hadel (gwridadoù, dulaz, bleuz) diwar usvec'h ar serotonin borc'het ganti.

cavernome, angiome caverneux, tumeur érectile, fungus hématodecavernous angioma, cavernous h(a)emangiomaangiom g. keviaouek, yoc'henn b. sonnidik ― Geriadur ar vezekniezh

Angiom o c'hoarvezout eus un trevnad loezennek heñvel ouzh hini ar c'horfoù keviaouek.

dose volume, dose tumoraletumo(u)r dosedoenad yoc'henn ― Geriadur ar vezekniezh

Kementad hollel ar gremm luget gant ur yoc'henn skinataet, liesâd an doenad luget dre dolz ar yoc'henn jedet ent arnesadel.

glomique : tumeur ∼, glomangiomeglomus tumor, glomangiomayoc'henn b. vloueek, glomangiom g. ― Geriadur ar vezekniezh

Angiom bihan e rezh un nozelenn loet en derm pe e gwiad kellaouek endan-groc'hen an eizhaennoù, laurus kenan (goriazoù), ouzh e ober dasforzhadoù korrwazhiedel ha gwiennoù nervel.

histoïde ou histioïde : tumeur ∼histoid tumoryoc'henn histoidel ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn evodet diouzh ur gwiad oadour peurziforc'hek.

Hutchinson : tumeur de ∼Hutchinson's syndromeyoc'henn b. Hutchinson ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad gant ar bugel diwar dassezioù askorn, oc'h erzerc'haat ur simpatom rizhellel eus ar vezonuslounezhenn : laurioù en izili traoñ, terzhienn, amwad, ozvennoù klopenn, bronduennoù ha gouliñv er malvennoù, eksoftalmoz (raklagadegezh yud).

Pinkus : tumeur fibro-épithéliale de ∼Pinkus epitheliomaepiteliom g. Pinkus, yoc'henn fibroepitelel Pinkus ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad epiteliom diazkelligel gant stroma usweek, gorrek kenañ e zedroadur.

Rathke : tumeur de la poche de ∼Rathke's cystyoc'henn b. godell Rathke ― Geriadur ar vezekniezh

Furmadurioù kistek diorreet diwar-goust aspadennoù godell Rathke a c'hell amwaskañ al luniadoù ebarzh- hag us-dibr.

Riopelle : tumeur de ∼Riopelle's tumouryoc'henn g. Riopelle ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn al lounezh, o kevrediñ hipernefrom, sarkom hag angiolipom.

Schmincke : tumeur de ∼Schmincke's tumoryoc'henn b. Schmincke ― Geriadur ar vezekniezh

Limfoepiteliom dispaket diwar goust gwiad gargadennel gwalenn an huegoù (anvet ivez gwalenn Waldeyer), oc'h aloubiñ diaz ar c'hlopenn.

TATITumour-Associated Trypsin InhibitorTATI g., heuder g. an tripsin kevredet gant ur yoc'henn, HTKY ― Geriadur ar vezekniezh

Polipeptid a zo ar gwad- hag an troazhvec'h anezhañ o kreskiñ e-kerz an ilgreizfoioù hag e-doug dedro lies yoc'henn goazhadel ha benevouriel (sl. marqueurs tumoraux).

tumeuryoc'henn b. ― Gervaoù skiant
tumeurtumoryoc'henn b. ― Geriadur ar vezekniezh

Nevezwe kleñvedel anfoel. Kemm a lakaer etre ar yoc'hennoù kuñv hag ar yoc'hennoù yud (hanwe, kankr), rannet etre ar yoc'hennoù kentael hag ar yoc'hennoù eilvedel, a zo dassezioù.

tumeur blanchewhite swellingyoc'henn b. wenn ― Geriadur ar vezekniezh

Arzfo torzhellek henek, dezhañ neuz ur goeñvenn wenn, kuit a erwezh foel.

tumeur fissuraire ◊ ◊ yoc'henn b. skarrel ― Geriadur ar vezekniezh

Embriom (kist dermoidel, fiobrokondrom, angiom) dinodet war linennoù soutadur an novoù dremmel.

tumeur mixtemixed tumouryoc'henn b. gemmesk ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn kemmesket enni elfennoù kelligel o tont eus lies gwiad (epitelel ha kenglenel), yud ar peurliesañ, o tedreiñ buan pe vuanoc'h (sl. dysembryome).

tumeur royale ◊ ◊ yoc'henn b. real ― Geriadur ar vezekniezh

E kleñved Recklinghausen, ar yoc'henn groc'hen ec'honekañ.

typique : tumeur ou épithéliome ∼typhusyoc'henn b. rizhek ― Geriadur ar vezekniezh

Yoc'henn gant ul luniadur heñvel ouzh hini ar gwiad ma emañ o tinodiñ diwar e goust.

Wilms : tumeur de ∼Wilms's tumouryoc'henn b. Wilms ― Geriadur ar vezekniezh

Adenosarkom al lounezh arsellet gant ar vugale yaouank hepken. Amparet eo gant kelligoù a rizh rizhellel : en ervez emañ da dizhout un ec'honad bras, an dedro anezhañ o kas buan d'ar marv.