Disentez a-berzh ar mezeg o testiñ ez eo gouest ur goprad da zerc'hel ar stael-mañ stael hep riskl evit e yec'hed hag e surentez nag evit yec'hed ha surentez ar re all.
Tiriad ledanoc'h eget ar gennad yec'hedel (Gl. secteur sanitaire), ma vez bastet d'an darn vuiañ eus ezhommoù yec'hedel ar boblañs gant ar yec'hetioù diazezet ennañ.
Linenn evezhiañ ha reoliñ devedet en dro d'un tiriad ma reuz ur c'hleñved dispellat.
1 O kevaraezañ da zerc'hel ar yec'hed. 2 A-zave d'ar Yec'hedouriezh.
1 A-zave d'ar yec'hed ha d'ar yec'hedouriezh, en ur par strollennel pergen. 2 Evit parraat ouzh daouelezh ster yec'hedel e c'haller ouzhpennañ an termen bonanvezel : a-zivout bonanvez (Gl. état de santé, état sanitaire) an dud, eleze a-zivout reolded o yec'hed.
Hervez Dezveg foran ar Yec'hed ez eo rannet ar micherioù yec'hedel e tri rumm :
Ar micherioù mezegel : mezeion, dentourion hag amiegeion (mell. L4111-1 da L4163-10).
Micherioù al liaerezh, ar fizik mezegel : liaerion, darbariaded liaerezh, darbariaded liaerezh ospitalel, fizikourion vezegel (mell. 4211-1 da 4252-3).
Micherioù an eilerion vezegel (klañvdiourion, leuñvourion, troadourion, bregurourion ha bredloc'hadourion, mouezh- ha selleeunerion, embregataerion tredanskinouriezh vezegel ha kalvezourion arnodvaoù mezegel, klevosodourion, optikourion-lunedourion, dentosodourion hag amsteudellerion, bouedourion), adklañvdiourion, eilerion vabsavouriezh hag ambulañsourion (mell. 4311-1 da 4394-3).
Gant micherioù 'zo ez eus un dezvad reolennet dre un deved embreger o tespizañ ur roll gwezhioù mezegel aotreet d'ar vichereion angorzhet. A du 'rall, seizh micher zo dindan reolerezh pep a urzh (mezeion, liaerion, amieion, dentourion, klañvdiourion, leuñvourion, troadourion). An urzhioù-se zo aozadurioù korfuniadel dezho ur roll derc'houezañ ar vicher, hag ivez ur gefridi a wazerezh foran dre berzhiañ e reolennadur ar pleustr ha dre sammañ roll ur varnadurezh kenurzhel evit an izili, a zo ret dezho bezañ evit gallout embreger o micher.
Aozadur dezhañ ar gefridi eveshaat stad yec'hed ar boblañs, dreist holl evit a sell ar riskloù bouedel, trevvael ha liael.