Preder
acharnement thérapeutique, dysthanasie ◊ ◊ arloup g. yac'hadel, ec'handizhañ, ec'handizh g. ― Geriadur ar vezekniezh

Aheurterezh da zerc'hel ent kalvezadel an arc'hwelioù bevedel gant ar glañvourion war o zremenvan.

échappement thérapeutiqueexhaust therapeutic, therapeutic escapeeskerbiñ yac'hadel ― Geriadur ar vezekniezh

Digresk gwered ul lia goude an diounit eus un nebeut doenadoù anezhañ (sl.  accoutumance, Besredka : méthode de , tachyphylaxie , tachyphylaxie 2 ).

essai thérapeutiquetherapeutic trialprouad g. yac'hadel ― Geriadur ar vezekniezh

Hentenn studiañ ul lia nevez e-skoaz ul lia kent pe an ezvezañs prederiadur ; evit ma ve solius e ranker divrannañ ar c'houziviaded dre ziforzhekaat, an eil stroll o tegemer al lia, egile o tegemer ur plakebo ; er prouad hep rat (Gl.  e. t. à l'insu, Sz.  blind test) e chom ar gouziviad hep gouzout natur an aozad en deus kemeret ; er prouad daskroaziat (Sz.  cross-over test) e vez diounezet d'an un gouziviad lerc'h ouzh lerc'h lia ha plakebo pe plakebo ha lia, hag eñ dic'houzvez eus urzh an diounit, dezhañ da varn ar gweredoù ; er prouad ueheprat (Gl.  essai en double insu, Sz.  double blind test) e tiounezer d'ar gouziviad gwech ur plakebo, gwech al lia gwirion, hep rat ken dezhañ, ken d'ar mezeg, un tredeour hepken oc'h anaout bewech natur an aozad diounezet.

fenêtre thérapeutique, pause thérapeutique ◊ ◊ paouez g. yac'hadel ― Geriadur ar vezekniezh

Spanaenn badennek a reer en ur prederiadur e sell da wiriañ ha strafuilhoù a stader zo amweredoù diwarnañ pe, goude stadañ e ziefedusted, war-benn deraouiñ ur prederiadur all.

hippothérapietherapeutic equitationmarc'hegerezh yac'hadel, marc'hekurañ ― Geriadur ar vezekniezh

Arver yac'hadel ar marc'hegerezh.

thérapeutiqueyac'hadel ― Gervaoù skiant
thérapeutique1 therapeutic 2 therapeutics 3 therapy1 yac'hadel aa., kuradel aa. 2 yac'hadouriezh b. 3 yac'hadurezh b. ; yac'haat, mezegañ, prederiañ, kurañ ― Geriadur ar vezekniezh

1 A-zivout ar yac'haat, prederiadur ar c'hleñvedoù. 2 Diskiblezh o plediñ gant prederiadur ar c'hleñvedoù, eleze an araezioù liael, surjianel pe all amkanet da bareañ pe skañvaat ar glañvourion. 3 Hollad an araezioù dibabet da brederiañ ur c'hleñved. A se an termenoù liesseurt (gant an deveradoù anezho : mezeg adur, prederiadur), pa dalvezont holl : “ober war-dro, klevout diouzh, plediñ gant” un den klañv. An hini diwezhañ a dalvez ivez en deveradoù evel lostger : kouronkkurañ, gwaskkurañ, gwadveizkurañ, bredkurañ, kobaltkurañ ….

unité d'accueil familial thérapeutique ◊ ◊ unvez b. degemer familhel yac'hadel ― Geriadur ar vezekniezh

Framm degemer ha herberc'hiañ en ur familh evit ar c'houziviaded stabilaet. Dazeilad evit ar c'hlañvdiadur ez eo an amkan anezhañ kevaraezañ kendalc'hegezh an arouelioù en ur stern familhel evit gouziviaded dic'houest da vevañ o unan, an amkan o vezañ hepkoriñ an emdenn, kevaraezañ ar genfestadelezh hag an adkenempradur, ha hepkoriñ un herberc'hvezh. Roll ar c'hoskor arouelañ zo ambroug ar familhoù dre ur skoazell reoliek.