Skor stlenn o c'hoarvezout eus ur vandenn vezell bouk, warni ur gwiskad oksidenn warelladus. Rannet e vez al lurell warellek etre 7 pe 9 danvez forzh anvet loabroù ma vez lerc'hwezet ar stlennadoù e rezh heuliadoù bitoù, pep bit o c'hoarvezout eus un daskemmad e gwarelladur al lurell. Al lodenn arverek eus al lurell a vez devonnet gant spegoù desezet e-tro 5 m diouzh an dibennoù.
Kementad ar stlennadoù a c'haller enbonegañ zo e dalc'h hed al lurell ha douester al lerc'hwezañ. An douesterioù lerc'hwezañ boas zo 200, 556, 800, 1600, 3200, 6250 bpi (bits per inch). Lies kas zo d'al lenn ha d'ar skrivañ stlennadoù, etre 10 000 ha 1 200 000 nod dre eilenn.
a-raok mont en arver e vez testeniet al lurelloù gwarellek diwar-bouez un trevnad arbennik anvet testenier. Gwiriañ a reer live an ec'hankañ, ar c'holloù stlenn, feur an darankadoù. war-benn mirout e-ratre ar stlennadoù endalc'het enno, e klenker al lurelloù gwarellek e-barzh un enkae hinaozet anvet lurellaoueg.
Skor stlenn o c'hoarvezout eus ur blakennig kartoñs pe vezell, ledet warni un oksidenn hewarell.
Klozenn siellet a zo enni ul lurell warellek, aes da varc'hañ war un diroller.
Klozenn siellet ur gantenn pe un torn kantennoù gwarellek.
Skor stlenn o talvout da advemor. Lerc'hwezet e vez ar stlennadoù war loabroù kengreiz, war c'horre pladennoù kelc'hiek hewarell o zalioù.
E Sz. USA, e skriver disc e tro ar c'hantennoù laser, ha disk a-du-rall. A-c'houde 1990 neoazh, e tenn an aozerion d'ober gant ar skrivad disk nemetken.
Sl. [dérouleur de bande magnétique]
Memor a zo he skor gorre ur werenn blaen pe un neudenn a c'houzeder warni ur goc'henn warellek tanav.
Sl. [certifieur de bande magnétique, kenster]