Preder
enfants ébouillantés : syndrome des ∼scalded skin syndromeazoniad ar vugale skaotet ― Geriadur ar vezekniezh

Dispuilhad eritematus dispelius diwar un toksin borc'het gant ur seurtad stafilokok aourliv ; stadet e vez en azoniad Lyell, en azoniad Ritter von Rittershain pe er skarlegenn stafilokokel.

enfants secoués : syndrome des ∼shaken-baby syndromeazoniad ar vugale hejet ― Geriadur ar vezekniezh

Anafoù a 'n empenn (gwatoñvoù is-tev, gwadliñvoù ar pilhon), a-wechoù a 'n daoulagad, stadet a-raok an oad a zaou vloaz da heul gwallgasadennoù (horelladurioù trumm ar penn en dro da ahel al livenn c'houzoug), o kas d'ar marv pe o lezel arlenadoù grevus.

hyperactivité avec troubles de l'attention chez l'enfant (THADA)attention deficit hyperactivity disorder (ADHD)usniñv-isevezh (ar vugale) (UNIE) ― Geriadur ar vezekniezh

Realezh usniñvek, strafuilhoù an evezh ha darluskegezh a stader gant ar baotred dreist holl, a vezeger peurliesañ dre araez ar bredfraouaerioù.

kala-azar infantile, anémie splénique infectieuse, pseudoleucémie infantile infectieuseinfantile kala-azar, Mediterranean kala-azarkala-azar bugelel, amwad felc'hel ar vugale, gaouleukemiezh b. poreel ar vugale ― Geriadur ar vezekniezh

Furm kala-azar diwar Leishmania infantum, seurtad eus L. donovani, skignek en Armenia, en Turkestan hag en Diazad morkreizel, naouus dre un derzhienn gammigellek, un amwad muiek, ment vras ar felc'h hag ar c'hof, ur fallezh hag un dedro marvus dindan 6 miz.

mélanodontie infantile, amélogenèse imparfaiteamelogenesis imperfectadentduegezh b. ar vugale, amailhispar g. ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez o tizhout an dent hegouezh hepken, anezhañ distruj an amailh war un tachad bras pe vrasoc'h, oc'h arwelaat an dentin a ya gell arzu ; arzodet e vez d'an negez vitamin C.

polyarthrite chronique de l'enfant, polyarthrite chronique juvénileStill diseaseliesarzfo henek ar vugale pe ar yaouerion ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez paotoc'h gant ar merc'hed, o teraouiñ e-tro an oad a 4 bloaz, naouus dre goeñv ha laur kemparzhek kenvelloù an daouarn, an daoulin hag an treid, uheladur bras tizh gouelediñ an hemati, elwenn neutrofil ; alies, da geñver ar resmiadoù, e c'hrevusa an anafoù, o lezel nammoù war o lerc'h (tromaotoù, direizhoù ar c'hreskiñ), rouestladoù lagadel (koraelenvezfo, kornsaefo, ferennlug) ; er furmoù rustañ (furmoù reizhiadel — d'ar re-mañ ez amberz an aozerion c'hallek an anvad maladie de Still), e kaver kevredet uswrester, yazadoù, gwazhadoù amgalonenn, krezenn, ampelenn, felc'husvent ha gwarrennoù ; andispleg e chom arbenn ar c'hleñved, ha prouenn ebet n'eo deuet da harpañ ar goulakadurioù poreel pe hangaeel.

pronation douloureuse des enfantsGoyrand's injury, pulled elbowpalvstouiñ laurek ar vugale ― Geriadur ar vezekniezh

Gouseizi laurek ar vrec'h war-lerc'h ur sachadenn rust war an ezel krec'h.

pseudoleucémie infantile infectieuseinfantile visceral leishmaniasisgaouleukemiezh b. poreel ar vugale ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. kala-azar infantile, anémie splénique infectieuse).