Preder
antipellagreuse ; vitamine ∼, vitamine PP, niacineantipellagra vitaminvitamin g. eneppellagr, vitamin PP, niakin g. ― Geriadur ar vezekniezh

Danvezenn o c'hoarvezout a drenkenn nikotinek hag a nikotinamid, bezant en edeier, en avu hag er c'higennoù ; an negez anezhañ a zevoud ar pellagr, tizhadoù koazhadel (teodfo, aftoù), anafoù kroc'hen ha strafuilhoù bred.

ascorbique : acide ∼, vitamine C, acide hexuroniqueascorbic acidtrenkenn b. askorbek, vitamin g. C, trenkenn heksuronek ― Geriadur ar vezekniezh

Parenn oksidañ-diren pouezus er bevedeg ; perzhiañ a ra er c'hennevidoù pennañ (glukoz, amindrenkennoù, houarn), en enaoz hormonoù 'zo, e harzusted speur ar gwazhied, e mezhur ar gwiad kenglenel ; bezant el legumaj fresk hag en agrum ; an negez anezhi a zec'han ar skorbut.

biotine, vitamine B 8, vitamine H, vitamine antiséborrhéiquebiotinbiotin g., vitamin g. B 8, vitamin H, vitamin enepsoavredek ― Geriadur ar vezekniezh

Danvezenn vevsulfuret, eus stroll ar vitaminoù B, bevenaozet gant struzhennoù 'zo ha lies garvevion ; c'hoari a ra evel ur c'hoenzim e lenadur ar CO₂ hag en dazgweredoù treuzkarboksilañ ; parenn greskiñ eo ivez, diziouerus da galz bevedegoù ; an negez anezhañ, gant ar razh, a zevoud un dermatoz soavredel.

folique : acide ∼, vitamine B₉folic acidtrenkenn folek, vitamin B₉ ― Geriadur ar vezekniezh

Danvezenn gemplezh eus stroll ar vitaminoù B, enebamwadeg galloudus, bezant en douhennadoù avu, er govevion, er pinochez (sl.  antifolique, folate).

hypervitaminémie A provoquée : épreuve de l'∼vitamin A tolerance testprouad ar gwadusvec'hiañ vitamin A, prouad gougemer ar vitamin A ― Geriadur ar vezekniezh

Araezad arveret evit studiañ kennevid an triglikeridoù : dezventet e vez ar vitamin A er gwadveiz 3, 6 , 9, 12 ha 24 h goude euvriñ 500 000 unanenn a 'r vitamin ; hemañ, dileizhet e-barzh ar c'hilomikron, a vez suget en o ser gant ar pervez ha treuzkaset d'ar gwad ; kevreizh eo feur an triglikerid er gwadveiz da feur ar vitamin A (sl.  chilomicrons, hyperlipémie, hyperlipi-démie, vitamine A).

pantothénique : acide ∼, facteur FF, vitamineB₅pantothenic acidtrenkenn bantotenek, parenn FF, vitamin B₅ ― Geriadur ar vezekniezh

Parenn greskiñ bezant e-barzh bouedoù diseurt (edeier, vioù, avu), diaraoger ar c'hoenzim A, an negez anezhañ o tevoudañ kammeraez ar bleñchoù (sl.  acroparesthésie).

vitaminevitamin s. & g. -où ― Geriadur ar geginouriezh
vitaminevitamin g. -où ― Geriadur ar gimiezh
vitaminevitaminvitamin g. ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad hollek an danvezennoù bevel bevret da gresk ha da arc'hwel an organ où, degaset evit an darn vrasañ anezho gant ar boued a gementadoù bihan, pa n'emañ ket ar bevedeg evit o bevenaozañ, an negez anezho o tevoudañ strafuilhoù naouus (avitaminozioù hag isvitaminegezhioù). Diseurt kenan eo o gwerederezhioù, vitaminoù zo o tasperzhiañ e danzeidigezh hormonoù hag enzim où, pe o kevaraezañ an enaoz anezho , pe o vont war-eeun en o c'henaoz kimiek . Ar vitaminoù a orin bouedel a vez rummet evel-henn : a) Ar vitaminoù druzenndileizh  : vitamin A, vitamin D, vitamin E, vitamin K ; b) ar vitaminoù dourzileizh  : vitaminoù ar stroll B hag ar vitamin C.

vitamine Avitamin Avitamin A ― Geriadur ar vezekniezh

Vitamin druzenndileizh bevreet da ziorreadur ha da arc'hwel ar gwiad epitelel. An dasperzhiadur anezhañ er gweled zo muiek (moug al luc'hsae). An negez anezhañ a zevoud un treweañ keratinaus eus an epiteliennoù (kevresaefo, kornsaevlodad, takad Bitot, bouc'hwel issked, kroc'hen sec'h ha garv). Kavet e vez ar vitamin A el laezh, an amanenn, avu lies loen, ar vioù, ar beotez, ar pinochez, h.a. Bez' ez eus div furm : ar vitamin A 1 pe retinol hag ar vitamin A 2 pe dehidroretinol

vitamine Dvitamin Dvitamin D ― Geriadur ar vezekniezh

Vitamin druzenndileizh o tasperzhiañ er c'hennevid fosfor-kalkiom. Kevaraezañ a ra ar sugañ pervezel halioù kalkiom ha fosfor. An negez anezhañ a zevoud lec'h, istant kaherel ha stagellel hag askorn vlodad. An usvec'h vitamin D a zevoud un darc'hoal, un treutadur hag ur reñver askorn aat. Bez' ez eus div furm a vitamin D : ar vitamin D 2 pe ergokalkiferol (pe kalkiferol) a orin struzhel hag ar vitamin D 3 pe kolekalkiferol a orin loenel, bevenaozet e - barzh an derm dindan wered ar skinad dreistmouk B (sl.  calciférol, ergocalciférol ha cholécalciférol ).

vitamine Kvitamin Kvitamin K ― Geriadur ar vezekniezh

Vitamin druzenndileizh bevret da vevenaoz ar protrombin, ar barenn VII, ar barenn IX hag ar barenn X en avu. Erzerc'hañ a ra an negez anezhañ dre ur raktued d'ar gwadliñvoù. E gavout a reer el luzern, an delioù glas, en eoulioù struzhel. Bez' ez eus ar vitamin K₁ a orin struzhel anvet ivez fillokinon , ar vitamin K₂ pe menakinon , enaozet gant bakteri ar pervez hag ar vitamin K3 kevanaozel, anvet ivez menadion (sl.  antivitamine K, AVK ).