Dewerzhadur an unvezioù viruz bezant er plasma, jedet dre vuzuliañ ar c'hementad DNA (eus viruz an avufo B) pe RNA (eus ar VIHAD) ; en dromañ diwezhañ e komzer a samm izel pa vez dindan 5 000 azeilad/mL, a samm uhel pa vez dreist 30 000 ; an dezverk gwellañ eo hiziv evit ditouriñ derez dasparañ ar viruz er bevedeg ha dre se dedroüsted ar c'hleñved.
[ECHO : teskanv Sz. Enteric Cytopathogenic Human Orphan, ar pennanv orphan (Br. emzivad) o taveiñ d'ar meno ne oa kiriek ar garvev da gleñved denel ebet] Viruz eus ar genad Enterovirus, eus kerentiad ar Picornaviridae, a zo seurtadoù anezhañ e devoud anaezioù heñvel ouzh ar re dec'hanet gant ar viruzoù Coxsackie : pilhonfoioù lemm leukokitek, kreuzpervezfoioù, gripvanioù, poreadoù analadel, h.a.
Hadenn an haza, lentiviruz etre 110 120 nm treuzkiz, 2 volekul RNA hag un transkriptaz gindu e-barzh e nukleokapsid ; dre lenañ diwar-bouez e c'holo ouzh kennenn al limfokit CD4, e pore hag e tistruj ar re-mañ ; gwazhañ a ra ivez ar makrofag (sl. antirétroviral, sida, transcriptase inverse).
Seurtad parvoviruz kiriek gant an den da greuzpervezfoioù lemm.
(sl. HIV, virus de l'immunodéficience humaine, VIH).
A-zave d'ur viruz.
Ar viruzoù zo bevedegoù dreistkorrgreskerel, bihanoc'h eget 0,1μm : eus 200 da 300 nm evit ar brasañ viruzoù (psitakoz, brec'h, buvrec'h) ha 10 nm evit ar re vihañ (louetvelfo, terzhienn aftus). Ne c'haller o gwelout nemet diwar-bouez ar c'horrgresker elektronek. Evit bevañ ha neriñ eo ret dezho arvevañ e-barzh ur gellig vev (kellig poreet).m : eus 200 da 300 nm evit ar brasañ viruzoù (psitakoz, brec'h, buvrec'h) ha 10 nm evit ar re vihañ (louetvelfo, terzhienn aftus). Ne c'haller o gwelout nemet diwar-bouez ar c'horrgresker elektronek. Evit bevañ ha neriñ eo ret dezho arvevañ e-barzh ur gellig vev (kellig poreet).
C'hoarvezout a reont eus ur gellig hepken : ur glorenn wareziñ (ar c'hapsid) en dro d'ur c'hromozon unel a ampar an dafar hilel anezho, DNA (adenoviruz) pe RNA (viruz gant RNA). Ur viruz er-maez eus ur bevedeg bev ne c'hell dreistbevañ nemet un nebeut degadoù munudoù. Ar gellig poreet a c'hell bezañ ur vakterienn, un arvevad pe ur bevedeg lieskellig, evel hini an den. En degouezh diwezhañ, e vo kerc'hus da gelligoù 'zo, kentoc'h eget da reoù all. E-se, viruz ar grip ned eo gwazhus nemet ouzh ar c'helligoù analadel ha viruz an haza ouzh ar c'helligoù gwenn.
Eeun kenan eo tiñvidigezh ar viruzoù : enlenañ a reont e dafar hilel ar gellig poreet, o neriñ a-ser ganti. Ar gellig eo a bourchas d'ar viruz kement en deus ezhomm evit neriñ.
Ar pezh a zeu goude zo diouzh an doare ma argerzh ar viruz : 1∘ Pe e vlosk ar gellig (kelligloezañ), furm lemmañ ar c'hleñvedoù diwar viruzoù. 2∘ Pe e treistbev ar gellig o kendaoliñ da zedaoliñ viruzoù nevez (degouezh ar c'hleñvedoù henek eo, evel an eror). 3∘ Pe e tic'henezh ar gellig (degouezh ar gwenaennoù diwar ar papilhomaviruz, pe hini kankroù 'zo evel hini gouzoug ar grozh, diwar viruz). Onkogen eo ar viruz neuze.
Evit stourm ouzh ar viruzoù e tanze ar bevedeg antikorfoù hag an andalañ anezho er gwad eo a gevaraez prouiñ bezañ ar viruzoù, rak o dinoiñ zo kemplezh, pa vez rekis kaout tiñvadennoù war gelligoù bev (vioù pe rizhelloù yar) hag imbourc'hiñ gant ar c'horrgresker elektronek.
Araokadennoù e-leizh zo bet graet war an enepviruzeier, hogen e kemm ouzh ar bevastalerioù gweredus kenañ a-enep ar bakteri, n'eus ket kalz a enepbviruzeier evit c'hoazh. Evit kleñvedoù grevus evel an haza e kevreder an enepviruzeier e daou-, tri- ha pevaryac'hadur, zoken.
Viruz an avufo A (sl. hépatite A, HA).
Viruz dezhañ un dafar hilel gant trenkenn dezoksiribonukleek (DNA), daouarrevell ar peurliesañ. Evit a sell ar viruzoù denel ez eus anv eus ar c'herentiadoù-mañ da heul : a) kapsid a gemparzhegezh diñsek, hep golo hag eterharzus : Adenoviridae (treuzkiz ar virion, 7 090 nm), Papovaviridae (45-55 nm) ha Parvoviridae (18-26 nm) ; b) kemparzhegezh diñsek ha goloet : Herpesviridae (100 nm) ha Hepadnaviridae (42 nm), ha c) kemparzhegezh kemplezh ha goloet : Poxviridae (230-300 nm).
Viruz dezhañ un dafar hilel gant trenkenn ribonukleek (DNA), unarrevell ar peurliesañ. Evit a sell ar viruzoù denel ez eus anv eus ar c'herentiadoù-mañ da heul : a) kapsid a gemparzhegezh diñsek ha hep golo : Picornaviridae (20-30 nm) ha Reoviridae (70 nm) ; b) kemparzhegezh diñsek ha gant golo : Togaviridae (40-60 nm) ha Flaviviridae (40 nm) ; c) kemparzhegezh ulidek ha goloet : Orthomyxoviridae, Paramyxoviridae, Arenaviridae, Bunyaviridae, Coronaviridae ha Rhabdoviridae, ha d) kemparzhegezh kemplezh ha goloet : Retroviridae.
Arboviruz eus ar genad Nairovirus, kerentiad ar Bunyaviridae, trezouget gant tarlask oc'h arvevañ war evned mor 'zo, hag en ervez da vezañ, gant an den, en orin liesgwriziennfoioù.
Flaviviruz trezouget gant ar moustiked ha kiriek da anaezioù nes d'an deng, arsellet en Afrika ar su hag ar reter.
Seurtad polyomavirus goubaret gant un hangaeastaleg. Paot kenan eo er boblañs, o revout er furm enkelat e kelligoù al lounezhi, el limfokit hag er monokit. Kiriek eo, gant an hangaeastaleion, da boreadoù ha da c'hwitadennoù eus treuzplantadur al lounezh : gwennempennfoioù liesannon argammedek, tizhadoù ar forzhioù troazhañ (lounezhfo pibellentremezel, c'hwezhigellfo gwadliñvel gant an dreuzplantidi).
Anvad ur stroll viruzoù eus kerentiad ar Picornaviridae, genad Enterovirus, gwezherioù kiriek da anaezioù diseurt gant an den : pilhonfoioù, kleñved Bornholm, herpangin, kalongaherfo, amgalonennfo, kaherostoù. Reoù zo eus ar viruzoù-se a vez tiñvet war logod nevezc'hanet hepken. Ar viruz kentañ eus ar stroll-se zo bet goubaret e Coxsackie (Stadoù-Unanet) e 1947, en oulennoù gouzrec'hioù tizhet gant al louetvelfo araok goulemm, ma oa kevredet dre zegouezh ar viruz Coxsackie gant hini al louetvelfo. Kemm a lakaer etre ar viruz Coxsackie A kiriek d'an herpangin, da anaezioù ar forzhioù analañ, da avufoioù, da zispuilhadoù kroc'hen, da bilhonfoioù limfokitel hag ar viruz Coxsackie B, gwezher ar gaherost darreuziat, anaezioù analadel, eksantemoù, darc'hoalioù, tizhadoù kalon ha nervennoù ha marteze kammneuziadoù.
Viruz kiriek da yoc'hennoù ar vronn gant al logodenn, trezouget d'ar menn gant laezh ar vamm.
Viruz gant RNA kiriek da derzhienn Korea. Gougevan eo ouzh kerentiad ar Bunyaviridae. Kiriek eo ar genad Hantavirus da derzhiennoù gwadliñvus niverus darreuziadek gant azoniad lounezhel.
Terzhienn wadliñvus Marburg zo ur c'hleñved grevus, gant ur feur trankañ uhel ha devoudet gant ur viruz eus an hevelep kerentiad hag an hini a zo en orin terzhienn wadliñvus diwar viruz Ebola. Arsellet gant ar c'horrgresker elektronek ez anad ar rannigoù viruzel evel edañvoù hirvoan o punañ a-wechoù e stummoù iskis, alese anvad ar c'herentiad : ar Filoviridae. Emaint e-touez ar gwezherioù kleñvedus anialekañ evit an den a anavezer.Hag int devoudet gant daou viruz kevarall ez eo hogos dic'hallus dispartiañ an daou gleñved ent klinikel. Dibaot int, met en ervez emaint da zevoudañ kaouadoù mantrus, kevredet gant ur feur trankañ uhel. En tremened, ne oa bet dedennet evezh an aotrouniezhoù yec'hed gant an kez kaouadoù, nemet adalek ar mare m'o doa diarbennoù ankevazas da stourm ouzh ar pore muiaet an treuzkas er yec'hetioù.N'eus na vaksin na mezegadur evit an daou gleñved-se. Daoust da imbourc'hioù don e-pad bloavezhioù, gant prouadoù war gantadoù a loened, a amprevaned hag a blantennoù, n'eur ket deuet a-benn da hennadiñ ur mirva loenel pe ur vammenn amvael evit hini ebet eus an daou viruz. Kizidik eo ar marmouzion ouzh ar pore, met n'o seller ket evel ur mirva bezus, dre an arbenn ma varv buan kenan hogos an holl loened poreet evit ma treistbevfe an viruz.
Ne lakaer ket an denion evel bezant er c'hor treuzkas naturel, o vezañ ma 'z eo darvoudel o foreadur. Kaouadoù ha degouezhioù skignek eus ar c'hleñved diwar viruz Marburg zo bet ditouret en Ouganda, e Republik demokratel ar C'hongo, e Kenya hag e Suafrika (gant ur gouzrec'h o tont eus Zimbabwe). Ar c'haouadoù kentañ, en Alamagn hag e Yougoslavia e 1967, zo bet liammet gant imbourc'hvaoù o labourat war marmouzion glas afrikat (Cercopithecus aethiops) enporzhiet eus Ouganda. Treuzkas ar viruz eus un den d'unan all a c'houl ur stekiñ tost kenan gant ur gouziviad tizhet. Emañ ret bezañ e diastok gwad pe liñvennoù bevedel (oulennoù, c'hweladoù, troazh, halv, borc'hadoù analadel), dreist holl mar bez gwad enno ha mar bez uhel bec'h ar viruzoù. Evit ar sper a c'hell treuzkas ar viruz betek seizh sizhunvezh war-lerc'h ar pare klinikel. An tredizhañ dre stekiñ dargouezhel a vez dibaot kaer, pezh a laka da soñjal ned eo ket gwerc'hek an treuzkas dre aerosolioù ec'hanalet, na pa c'hoarvezfe zoken. N'eus treuzkas ebet e-doug ar gounervezh, ha hañvalout a ra ar c'houziviaded bezañ an tredizhusañ e-doug bogvezh ar c'hleñved, ma tarvez erzerc'hadoù gwadliñvel. Ar stekiñ nes gant ur c'hlañvour tizhet grevus, e-doug an arouelioù er gêr pe en ospital, hag ivez pleustroù kañv, a vez an hentoù tredizhañ boutin. Pa c'hoarvez an treuzkas dre an dafar ensinklañ pe enkoradoù a-zarvoud e vez grevusoc'h ar c'hleñved, ha disleberiñ a ra ar stad buan hag uheloc'h emañ ar mervel en ervez da vezañ.
Viruz gant RNA bihan kenan (27 nm) hep golo, gwech rummet e-touez ar Calmicivirus, gwech e-touez ar Parvovirus ; kiriek eo da greuzpervezfoioù lemm darreuziadek (e Norwalk, Ohio, Stadoù-Unanet, e 1969, da skouer). Adalek 2003 en en rummer e-touez an Norovirus.
Myxovirus parainfluenzæ I kiriek e 1953 da skeventfoioù darreuziadek mabanel grevus e Japan.
Spesad viruz gougevanet ouzh ar genad Alphavirus , kiriek da derzhienn diwar ar virus Sindbis.
Viruz o tremen dre ur c'hor soc'hus, goude bezañ entoet en ur gellig : dic'houest eo da gevanekaat ouzh dafar hilel ar gellig ostiz ha d'e strafuilhañ, nemet ha tennañ a rafe korvo eus skoazell un viruz all. Da skouer ar gwezher delta a zo an neriñ anezhañ kevaraezet gant ar c'henboreañ dec'hanet gant viruz an avufo B.
Viruz konnar ar straedoù (sl. rage ).
Nairoviruz afrikat trezouget gant an tarlask ha kiriek da anaezioù terzhiennek.
Viruz gougevan ouzh kerentiad an Herpesviridae, iskerentiad ar Gammaherpesvirinae, genad Lymphocryptovirus dizoloet gant Epstein ha Barr e 1964 e limfom Burkitt hag adkavet e Susina gant ar gouzrec'hioù tizhet gant kankr ar fric'hargadenn, kenttuet a-hêrezh marteze, ha goude e-kerz ar mononukleoz poreel (Henle, 1967). An EBV a wazh hanbarek al limfokit B. E zinoiñ a reer dre diñvañ al limfokit hag arglask an antikorfoù. Poreañ a ra kalz gouzrec'hioù, alies en ur furm diazon, bugale ar broioù izel o barr bevañ pergen. A-wechoù e vez kevredet gant kleñved Hodgkin (sl. fatigue chronique, maladies des yuppies ha Purtilo : syndrome de ∼ ).
Viruz rummet, da gentañ e-touez ar Rhabdoviridae ha goude e kerentiad ar filoviridae, kiriek da derzhiennoù gwadliñvus dezho un daolenn nes da derzhienn Lassa.
Pore dinodet e Soudan e Gouere 1976 ha damc'houde er C'hongo, ez-Zair (Kongo belgiat). Heñvel eo ouzh kleñved diwar viruz Marburg, gant gwadliñvoù ha dourisvec'h. Tredizhus kenan eo, o wazhañ ar c'hoskor mezegañ, en ardizh bras. Darvezout a ra ar marv en ouzhpenn an hanter eus an degouezhioù war-dro an 9t deiz (sl. fièvre hémorragique épidémique).
Viruz dewerc'het dre enkoriñ konnar ar straedoù d'ar c'honikl, heuliet gant un niver bras a dremenoù eus konikl da gonikl. Da neuze e c'hounez ar viruz un anialegezh digemm ha gounervezh ar gonnar arnodva — kleñved danzeet evel-se — a zeu da vezañ fest o padout eus 6 da 7 devezh. Seurt fested a 'r viruz zo dieiltro ha trebadek.
An isrizh H₂N₂ a ra dave d'an daou antigen bezant war c'horre ar viruz : an hemaglutinin rizh 2 hag an neuraminidaz rizh 2. Viruz ar grip A zo ur viruz RNA unarrevell a vleinegezh leiel gant ur genom hanrannek (8 hanrann) gougevan ouzh ar genad Alphainfluenzavirus us ar c'herentiad Orthomyxoviridae. An isrizh H₂N₂ zo bet gousellet e-pad pell da vezañ en orin ar bedreuziad grip ar bloavezioù 1889 -1890, hogen an isrizh H3N₂ eo ar gwezher kiriek an tebekañ. Viruzoù H₂N₂ o deus dargenet e skodoù daskenat, en o zouez skod ar grip aziat etre 1956 ha 1958, viruzoù ar grip A (H3N₂) ha skodoù all c'hoazh a gaver gant an evned.
Seurtad viruz ar grip eus ar rizh A, kiriek en Azia d'ur milzarreuziad grip an evned a-c'houde 1997.
Seurtad polyomavirus goubaret gant gouzrec'hioù tizhet gant ar gwennempennfo liesannon argammedek. Onkogen eo an kez viruz gant al loen.
Alfaviruz goubaret e 1954 o tevoudañ e Suamerika terzhiennoù gant arzost heñvel ouzh an deng.
Paramiksoviruz kiriek da empennfoioù marvus, arsellet gant desaverion voc'h Malaysia, ha goude gant implijidi al lazhtioù moc'h e Singapour abaoe 1997. Kerentiet eo gant viruz Hendra, kevarall dioutañ avat.
Viruz en araez da gankrekaat pe leukemekaat ur gellig emañ o poreañ dre enteiñ e zafar hilel en ur c'hromozom anezhi. Seurt daskemmad eus he glad hilel a strafuilh kennevid ar gellig ostiz, e doare ma 'z ay antrevnek, e-lec'h chom bonan ha reoliek, o telankañ neridigezh antrevn kelligoù, dezho un anrizhegezh neuziadurel hag arc'hwelel oc'h erzerc'haat o yuted. Viruzoù gant RNA (retroviruzoù) zo arbenn leukemiezhoù ha kankroù gant al loened ; gant an den, viruzoù 'zo gant DNA eus ar stroll eror (viruz EB, kerentiad an Herpesviridae) zo bet kavet kevredet gant kankroù hag emañ viruz an avufo B o tasperzhiañ e dinodadur kankr an avu. — Paot kenan eo ar viruzoù onkogen ; en araez emaint da chom enkelat e pad hir amzer er bevedeg ; neridigezh kelligoù yut a vo delanket da-geñver ur poread viruzel nevez, ur skinatadur, ur c'heraez gant un aozad kimiek kankreiat, un dizurzh hormonel pe hangaeel (sl. virus, transcriptase, Retroviridæ, provirus, exovirus, endovirus).
Bunyavirus trezouget gant ar moustiked ha kiriek da naouedoù nes d'an deng arsellet e Brazil.
Viruz hennadet, dianav e gleñvedusted avat (sl. echovirus, virus ECHO ).
Spesad viruz eus ar genad Paramyxovirus, kerentiad ar Paramyxoviridae, kiriek d'ar jotorell.
Viruz eus ar genad Paramyxovirus, kerentiad ar Paramyxoviridae. Lakaat a reer kemm etre pevar rizh. Gwezherioù arbennel eus anaezioù analadel eo.
Flavivirus en ervez da zevoudañ empennfoioù, ditouret e Kanada hag er Stad New York.
Spesad Hantavirus kiriek da derzhiennoù gwadliñvus gant azoniad lounezhel (sl. virus de Hantaan ha néphropathie épidémique ).
Viruz gougevret ouzh ar genad Pneumovirirus eus ar c'herentiad ar Paramyxoviridae , kiriek d'an darn vrasañ eus skeventadoù ar vugale. Deznaou an anaez-se a c'hell bezañ dervaet dre un dazgwered lenañ a 'r glokaenn gant ar gwadveiz (sl. bronchopneumopathie de type viral ).
Viruz trezouget gant ar moustiked ha kiriek da empennfoioù arsellet e Brazil e 1975.
Togaviruz eus ar genad Alphavirus trezouget gant ar moustiked, kiriek d'ul liesarzfo terzhiennek darreuziat arsellet en Aostralia.
Viruz kerentiet gant ar viruz TT, a ve kiriek da avufoioù.
Viruz gougevanet ouzh ar genad Arenavirus en deus devoudet un tredizhañ imbourc'h va. E-touez stroll ar viruz Tacaribe emañ ar viruzoù Junin ha Machupo.
Viruz gant DNA, kiriek da avufoioù dianskuilhadel nann A-G. Treuzkaset e vez ivez dre an hent monel-genaouel.
Viruz eus kerentiad an Herpesviridae , gwezher ar vrec'h nij hag ar senkl.
Flaviviruz trezouget gant ar moustiked ha kiriek da naouedoù nes d'an deng arsellet en Afrika du.
Viruz blinaet a - walc'h evit bezañ arveret evel ur vaksin ergurañ, da skouer a-enep ar gonnar, an tifuz, an dorzhellegezh (BCG).
Loen pe metoù diavaez ma vez miret an hadenn gleñvedus, da skouer : ar c'hi evit an derzhienn vorkreizat, ur razh evit terzhienn Lassa, logod ar maezioù evit terzhienn ar parkeier, ar priadoù evit ar serk.