Etremeuz a brienter dre boazhañ vioù baset en alumenn en ul laezh frondet bennak : laezh buoc'h, pe laezh riz, h.a. Ar vioù dre laezh a vez servijet yen en o lestr poazhañ.
Vioù mesket kentoc'h eget baset (e gwir ez eo a-walc'h tarzhañ ar melenoù ha fichañ skañv) ha poazhet war dan gorrek gant amanenn da skouer. Ar vioù mezet a vez servijet hep ken tra pe gwarniset gant aozennoù liesseurt.
Etremeuz yen graet gant un dienn saoz warni gwennoù vioù baset en erc'h, moulet gant ul loa ha gouvervet en dour pe el laezh a dalvezo da brientiñ an dienn saoz (ar gwennoù zo nebeutoc'h blot neuze). Ar vioù en erc'h a servijer skuilhet warno takennoù karamel melen pe kinklet gant pralinennoù flastret.
Darevad sallet pe sukret graet gant vioù klok baset ha poazhet war ar baelon hep o meleniñ ha servijet hep ken tra pe gant a bep seurt gwarnisadurioù. Perzhded ar baelon, kementad ar c'horf druz hag an doare da boazhañ zo pouezus kenan evit a sell an disoc'h. Gallout a reer entoueziañ pe ouzhpennañ gwarnisadurioù da geñver an hesodañ.
Ne vez ket mui graet alies ar prientad-se pa c'houl muioc'h a amzer eget ar vioù bolc'het. Terriñ a reer ar vioù e-barzh mouloù amanennet hag o lakaat a reer da boazhañ en dourgib e-pad 10 pe 12 min. O servijout a reer war un dostenn, ur foñs artichaod, ur c'hrestad.