Furm an uswask marvus e berr amzer, o tizhout peurliesañ ar re yaouank, o tarvezout e-kerz ur skorted lounezh (60 % an degouezhioù) pe un uswask nebant, hogos nepred d'un uswask lounezhwazhiedel ; naouus eo, ent neuziadurel, dre anafoù strewek talmerennigfo fibrinoidel, marvennus hag isvollus muiek el lounezhi hag o tec'han usvorc'h renin, angiotensin hag aldosteron ; ent klinikel, dre ur gouruswask (250/150 mmHg), klopennadoù, luc'hsaefo gant gouliñv ar vegenn, naouezennoù ha gwadliñvoù ; dindan un nebeut mizioù e tarall ar stad hollek hag e tarvez ar marv diwar zarvoudoù empennpilhonel, kalonel ha dreist holl ur skorted lounezh.
Muiadur ar gwask e-barzh rouedad talmerennoù ar skevent dreist 35 mmHg (gwerzhad reol keitat : 20 mmHg), e dianlen pe kalonnaouedoù ganedigel 'zo gant ur skoev kleiz-dehou uhelgas, pe un harz reñverek ouzh diver ar gwad (bronkezskeventadoù henek, enfreier skevent kalzek pe arreet, isvolloù mintrek 'zo, kalonnaouedoù ganedigel 'zo gant skoev kleiz-dehou).
Azoniad naouus dre ur c'hlopennad talel ha kilpennel, c'hweladoù, erzerc'hadoù lagadel (daouwel dre seizi ar VIt re nervennoù a-glopenn, gouliñv begennel dre zassav en ervez da zisoc'h gant an dallentez dre anteñv gweledel) ; o tedreiñ buan pe buanoc'h etrezek ar goabrennegezh hag ar c'homa, an ustant kaherel trebadek pe grezvarrek, strafuilhoù nervstruzhel o tarallañ arc'hwelioù bevret an amred hag an analañ ; a-geñver emañ gant an uswask e gwazhied an empenn, e dianlen anafoù enklopennel war zeled (yoc'henn, gwatoñv, pugnez), darvoudoù gwazhiedel (grezvarroù gouliñv empennpilhonel diwar resmiadoù uswask talmerel, gwadliñvoù empenn pe bilhon, boukadur empenn), poreadoù (pilhonfo, empennfo), empennfoeñv (sl. engagement cérébral, rigidité de décérébration).
Teskad azonoù (torliñv, amred kengostezel, felc'husvent, gwadliñvoù koazhadel) devoudet gant kaeladur an amred er wazhienn borzh, pe enavuel (kirroz), pe ec'havuel (isvoll ganedigel ar wazhienn borzh gant ar bugel, tromboz ar wazhienn borzh).
Muiadur ar gwask e-barzh rouedad talmerennoù an amred bras ; e 1999, gant Aozadur Bed ar Yec'hed, ez eo bet rummet liveoù an uswask hervez tri derez : I (140/150 mmHg evit ar gwask sistolel – 90/99 evit ar gwask diastolel), II (160/179 – 100/109), III (> 180 – 110) ; e dianlen an uswask e tarvez aliezik klopennadoù, strafuilhoù skiantennel leiek, glazoù an eizhaennoù hag, a-wechoù, rouestladoù grevus : darvoudoù gwazhiedel an nerveg, skorted ar c'hofig kleiz, skorted al lounezh ; ar furm liesañ eo an uswask hennadek ; dibaotoc'h e vez furmoù eilvedel d'ur gammneuziad (goudag an aortenn), d'ur pistriadur (regalis, simpatikomimeteier), d'ul lounezhad (parenkimatus pe wazhiedel) pe d'un uslounezhennad.
Muiadur kleñvedel ar gwask e liñvenn diabarzh al lagad (sl. glaucome).
Muiaat ar gwask talmerel gant ar c'houziviaded fromidik en amveziadoù an imbourc'h mezegel.