Trevnad hewelaat o c'hoarvezout eus ur gorzenn gatodek hag ar reolerezh c'hwilerviñ anezhi.
Pa vez lies benvegad etrekennasket e-barzh ur reizhiad, ez eo roll an unvez stur leviañ ar benvegadoù all ha goubredañ o arc'hwelerezh.
Unvez trobarzh o tarvanañ mouezh an den. Ganti e vez diansavelet un arhent elektronek o rezhiennañ mouezh an den ha treuzkaset ar vouezh-se dre ul linenn bellgomz pe un trevnad amplaat.
Hervez div bennaenn ez arc'hwel an unvezioù mouezhtaoliñ : pe diansavelañ ar c'hemennad dre genstrollañ gerioù raklerc'hwezet, pe diansavelañ ar soniadoù o-unan diwar-bouez ur vokoder sanellerioù (doare orglez elektronek), roll an urzhiataer o vezañ riñvañ an talmoù da ec'hodiñ, padvezhioù ha galloudezhioù soniadoù ar c'hemennad.
Lodenn eus unvez keweriañ kreiz un urzhiataer a zo bodet enni an amredoù oc'h erounit an niñvadurioù niveroniel ha mezoniel arc'het gant ar goulev.
Lodenn bennañ en un urzhiataer, ma vez keweriet ar stlennadoù er bennvemor. C'hoarvezout a ra peurliesañ eus treug ar roadennoù, anezhañ an unvez ditouriñ, an unvezioù niveroniel ha mezoniel hag an unvez reoliñ (kemaler).
Framm degemer ha herberc'hiañ en ur familh evit ar c'houziviaded stabilaet. Dazeilad evit ar c'hlañvdiadur ez eo an amkan anezhañ kevaraezañ kendalc'hegezh an arouelioù en ur stern familhel evit gouziviaded dic'houest da vevañ o unan, an amkan o vezañ hepkoriñ an emdenn, kevaraezañ ar genfestadelezh hag an adkenempradur, ha hepkoriñ un herberc'hvezh. Roll ar c'hoskor arouelañ zo ambroug ar familhoù dre ur skoazell reoliek.
Lodenn eus un urzhiataer oc'h ardeiñ an enankañ/ec'hankañ, eleze an eskemmoù stlenn gant an diavaez.
Sl. [séquenceur &]
Kewerier spesadel d'ur rizh trobarzhell lavaret entreuget etre unvez kreiz un urzhiataer hag an drobarzhell pe an trobarzhelloù hag o c'hoari ur roll arc'hañ ha gwiriañ (reoliñ). E arc'hwelioù zo :
~ degemer arc'hadoù pe ditouroù erduet d'an drobarzhell ha luskañ an erounit anezho ;
~ treuzdougen stlennadoù etre unvez kreiz ha trobarzhell ha, diouzh an dro, furmaozañ an arhentoù degemeret ;
~ danzen ur ger stad o kelaouiñ an unvez kreiz war disoc'h mat pe fall ar gwezhiadur arc'het.
Kewerier tal dibarek oc'h ardeiñ an haezerezh da rouedadoù dezougen roadennoù - lec'hel pe diavaez.
Kewerier dibarek oc'h ardeiñ an eskemmoù war linennoù treuzkas un urzhiataer pe un dermenell bonner.
Trevnad emren kantennoù gwarellek, outañ ur reizhiad lenn/skrivañ hag ur reoler haeziñ. E varr kadaviñ a c'hell tremen ur milmilion eizhbit.
Framm elfennel amkanet da ensammañ ar glañvourion gant ur bare arouelañ pe galvezvezegel, hennadet diwar-bouez o c'hefridioù hag aozadurioù (sl. centre hospitalier, service, hôpital).
Teskad ur motoneuron hag ar c'haherwiennoù nervaouet gantañ.
Framm bredospitalel e metoù kloz a zegemer ar c'houziviaded ospitaliet a-berzh kefridi, ar glañvourion dezho ur stad arvarus evito o unan pe evit an nesaourion. Ensammet eo an arouelioù klañvdiour hervez komenadoù arouelioù rennek, ha diarbennoù dibarek a vez desezet, ken evit surentez ar c'hoskor arouelañ, ken evit gouziviaded all an unvez.