Er Skinouriezh, kementad hollel skinadoù ionaus a c'hell ur gouziviad degemer hep dañjer e vuhez pad.
Pour une voile en allure de finesse (à 10°-35° de la direction du vent) et en écoulement permanent, le rapport portance / traînée est maximal.
Evit ur ouel en ur c'herzhed keflemm (10°-35° diouzh roud an avel) ez eo uc'hek ar c'heñver kludiant / hersad pa vez padel an diver.
Nerzh uc'hek enebadus ouzh an argrezañ kigennel. An harzerezh-se a c'hell bezañ diasavel : un argrezad hepken e-doug un eilenn ; pe dialuskel : lies argrezad dewerc'het evit ur vuanded, un ampled hag ur gorvez roet.
Ec'honad aer uc'hek a vez gwentet ent diarvenn gant ar skevent e-doug ur munud. Ent reol emañ er gavael eus 100 da 160. E vuzuliañ a reer diwar-bouez un analañ an donañ hag an herrekañ gwellañ, arreet e-pad 10 -30 eilenn ; ar peuliesañ en en jeder dre liesaat dre 30 an ec'honad ec'hanalañ uc'hek dre eilenn.
Ec'honad aezhenn distaolet e - doug eilenn gentañ un ec'hanalad helc'het goude un enanalad uc'hek. Ent reol ez eo par da 70 − 80 % eus ar barr bevadel (sl. ventilation maxima ).
Ec'honad aezhenn enanalet e - doug eilenn gentañ un enanalad helc'het goude un ec'hanalad uc'hek.