Anaez kroc'hen kuñv o reuziañ er broezioù etretrovanel, hogos bepred gant Europiz, diwar steviad ar savnigoù c'hwezpar, naouus dre eritem, debron hag un dispuilhad krugennoù ha nozelanoù c'hwezigennek.
Anaez stadet da gentañ e Gevred Azia, ha goude e broezioù trovanel all, naouus dre zisleberad ar stad hollek (terzhienn, treutadur) hag un azoniad bronkez gant paz kilvers ha trec'hwezh, ur strewad brizhennoù arront e skinlun an div skeventenn hag un elwenn uhel (etre 30 000 ha 50 000 a leukokit, en o zouez 80 da 90 % a eozinofil) ; gant ar c'himigurañ e teu diouzhtu ar pare ; hep mezegadur e tedro ar c'hleñved etrezek an henegezh ; peurliesañ e vez kiriek un arvevadezh, ur filariaz limfel diwar Wuchereria bancrofti ; kleñved nes da azoniad Löffler.
Kleñved broreuziadek en India hag er Reter Pellañ war emastenn en Diazad morkreizel, naouus dre un derzhienn direoliek, un avufelc'husvent, ul livrezh staenek a 'r c'hroc'hen, un amvad gant tuginad ar gwennrestrad, un azoniad dizenterek alies hag, a-wechoù, nozelennoù kroc'hen ; ent emdarzh, e tedro d'ar marv dindan un nebeut mizioù, daou vloaz d'ar muiañ ; kiriek dezhañ eo Leishmania donovani, protozoenn a gaver o paoteriñ er felc'h hag e mel an eskern ; hervez ar broezioù e vez ar mirvaoù anezhi ar c'hrignered, ar chas, al lern hag an denion o unan, an trezouger o vezañ Phlebotomus argentipes ; prederiet e vez dre an halioù stibiom hag ur foueastaler, an amfoterikin B.
Skourr ar vezekniezh gouestlet d'ar c'hleñvedoù dastumet dindan hinadoù estreget hini Europa, peurliesañ poreoù hag arvevadegezhioù (paludegezh, terzhienn velen, kolera, kleñved ar c'housk).
Azoniad a orin dianav hag o pareañ ent emdarzh, a stader en Okeania, ouzh e ober ul liesarzfo lemm terzhiennek, c'hwarrennoù hag un dispuilhad maelennkrugennek.
Darc'hoal gant druzoul o tarvezout er broioù tomm ha gleb, o teraouiñ trumm hag o tedreiñ a-frapadoù war ur goueled henegezh ; alies e vez kevret gantañ un treutadur, un isteñv kaherel muiek, ur genaoufo gloevennek hag aftus tuet da c'houliezañ hag un amwad uslivel. War a hañval ez eo devoudet gant ur poread diwar hadennoù anspesadel, kentoc'h eget gant un arvevadegezh pe gant negezioù vitaminoù, meneget a-wechoù . Ouzhpennomp ivez ar spru surjianel, druzoul dianlenat d'un dazbid surjianel ledek eus ar vouzellenn voan.