Lodenn eus ar gwelvaez dreist 10° pe 20° diouzh ar poent steudañ.
Hollad an organoù trobarzh eus un unvez keweriañ.
Nep tizhadur eus ar reizhiad nervel trobarzh ne vern pere eo load hag astennad an anafoù, an azoniadur (santadel, loc'hadel, struzhel), neuz an dedroadur (lemm, goulemm pe henek), an arbenn (kennevidel, mezhurel, pistriel, poreel, gwazhiedel, hangaeel, lezhanweel, hêrezhel) ; kemparzhek pe get e vez glennad an n. t. ; a) unnervennaoued (sl. mononeuropathie) a reer eus an n. t. ankemparzhek, hag int unel (sl. mononévrite) pe liesel (sl. multinévrite), alies a orin gwazhiedel ; b) liesnervennaoued (sl. polyneu-ropathie) a reer eus an n. t. kemparzhek ; mar bez o gwikefre un divielinaat eus feur Schwann, e komzer eus liesgwriziennfo (sl. polyradiculonévrite) ; mar bezont a orin aksonel, ez eus anezho liesnervennfoioù (sl. polynévrite).
Teskad an azonoù diwar dizhadur an neuron trobarzh e par ar c'horn araok, ar gwriziennoù a-dor pe a-gein, ar gangrenn pe an nervenn.
Nep anaez o wazhañ diaser pe diaheul lies nervenn drobarzh ; 1) pa vez ankemparzhek an tizhadoù, e reer anv a unnervennaoued liesel (Gl. mono-neuropathie multiple) ha, pa vez tanijennek an anafoù, a unnervennfo liesel (sl. multinévrite) ; 2) pa vez kemparzhek an tizhadoù, e tiforc'her etouez al liesnervadoù trobarzh al liesgwriziennfo (sl. polyradiculonévrite), naouus dre an divielinaat (sl. démyélinisation) ha, pa vez darallet an aksonoù, al liesnervennfo (sl. neuropathie périphérique, polynévrite).
NOTENN : Kemplezh ha distabil eo an termenoù gallek ha saoznek arveret da aroueziñ anaezioù an nervennoù, si hennezh o tennañ da gemplezhded an dachenn imbourc'het ha da genvezañs lies talbenn a 'n imbourc'h. Notañ a reer amsteriegezh termenoù 'zo, evel an daouad Gl. neuropathie ha névrite, Sz. neuropathy ha neuritis, arveret gwech evel unster, gwech evel allster. Strivet 'm eus da gompezañ hevelep skoilhoù termenadurel, hep dont a-benn bep taol.