Preder
antiseptique urinaireurinary antisepticdilester troazhel ― Geriadur ar vezekniezh

Dilester euvret dre ar genoù hag ezvevennet dre an troazh diouzh bec'hioù gweredus.

Érotisme urétral (urinaire).Urethralerotik, Harnerotik.urethral erotism.erotegezh kantroazhel (troazhel). ― Geriadur ar bredelfennerezh

Mod boziañ libidinel a-geñver gant an troazhañ. Dieuladurioù diseurt a ro Freud eus bliz an troazhañ. Gwelout a ra en ardroazh ar vugale ur c’hevatal d’ar boloiñ. Merkañ a ra al liammoù argelel a zo etre an troazhañ hag an tan. A-du-rall, “mat e ve dre-vras en em c’houlenn ha n’eus ket kemplezhioù neuzidel all e dalc’h ar broudadur eus tachadoù erogen termenet. Betek-henn ne anavezan nemet an uhelegezh divent ha « loskus » a-berzh an dud a voe ardroazheion gwechall”. “An elfennerezhioù oadourion koulz hag an elfennerezhioù bugale o deus va degaset dalc’hmat dirak eriunelloù ma veze faltaziet an troazh evel gwezher-krignañ, -dispenn ha -linkrañ hag evel ur pusun kuzh ha gidas. Seurt eriunelloù a natur sadek-kantroazhel a gendaol evit un darn vat da lakaat ent diemouez ur roll a grizderi war ar c’halc’h, ha da zevoudañ strafuilhoù e galloud revel ar baotred.”

urinaireurinary1 troazhel aa. 2 troazhadel aa., ˘troazhañ, troazhañ- ― Geriadur ar vezekniezh

1 A-zave d'an troazh, da skouer : poread troazhel, traezh troazhel. 2 A-zave d'ar bevegad troazhañ ha, da heul, d'an troazh, da skouer : pugnez troazhadel, yoc'henn droazhadel, dilouezer troazhadel.

urinaire : crise ∼urocrisisgwaskad g. troazhel ― Geriadur ar vezekniezh

1 Barrad laurioù c'hwezhigell ha kan troazh gant an dabezeion. Tu zo ivez d'ober gant troazhenn pe termenoù skeudennel evel struilhad troazh, diloc'h troazh. 2 Ustroazh rust o tarvezout e dibenn kleñvedoù 'zo (skeventfo, da skouer).

urineuxurinous1 troazhel aa. 2 troazhadel aa., ˘troazhañ, troazhañ- 3 troazhek aa. ― Geriadur ar vezekniezh

1 ha 2 : sl. urinaire. 3 Oc'h enderc'hel troazh pe, gant c'hwezh, neuz an troazh.

urolithiaseurolithiasisgrouanegezh b. troazhel, troazhc'hrouanegezh ― Geriadur ar vezekniezh

Bezañs grouan er forzhioù troazhañ.