acidité titrable de l'urine
◊ urine titrable acid
◊ trenkegezh b. titladus an troazh
― Geriadur ar vezekniezh
Niver ar mmol trenkenn ezvevennet dre an troazh dindan 24 h.
artère bulbo-urétrale
◊ ARTERIA URETHRALIS
◊ talmerenn b. ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
artère urétrale
◊ ARTERIA URETHRALIS
◊ talmerenn b. ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
bourrelet inter-urétéral
◊ PLICA INTERURETERICA
◊ pleg g. etre sanioù troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
cholalurie
◊ choluria
◊ 1 bestlhalegezh b. troazh, troazhvestlhalegezh b. 2 troazhvec'h g. bestlhalioù
― Geriadur ar vezekniezh
1 Bezañs anreol halioù bestl en troazh. 2 feur an halioù bestl en troazh.
crête urétrale
◊ CRISTA URETHRALIS
◊ kribenn b. ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
cylindres urinaires
◊ urinary casts
◊ rolledoù l. (g.) troazh
― Geriadur ar vezekniezh
Kranennadoù korrgreskerel moulet e tuellennoù al lounezh hag o c'houzediñ en troazh, a ziforc'her e : 1) rolledoù anlun, boull, kolloidel pe koarek, anezho mukoproteinoù, 2) rolledoù amparet gant elfennoù luniek (kelligoù epitelel, hemati, leukokit, greunigoù), ar re-mañ diwezhañ o tennañ evezh ar c'hleñvedour.
fosse naviculaire de l'urètre
◊ FOSSA NAVICULARIS URETHRAE
◊ poull g. bulzunek ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
glandes de Skene
◊ GLANDULAE URETHRALES
◊ gwagrennoù l.(b.) ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
glandes para-urétrales
◊ GLANDULAE URETHRALES
◊ gwagrennoù l.(b.) ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
isosthénurie
◊ isosthenuria
◊ keitdouester g. troazh
― Geriadur ar vezekniezh
Arstalegezh tolzder ec'honel (douester) a 'n troazh en dro da 1 010 g/l, eleze da zouester reol plasma ar gwad dibroteinet ; erzerc'haat a ra koll galloud devec'hiañ-tanaviñ al lounezh a stader e skorted henek al lounezh hag ivez e skorted henek an uslounezhenn.
méat urétral
◊ OSTIUM URETHRAE EXTERNUM
◊ gwask g. diavaez ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
muscle sphincter externe de l'urètre
◊ MUSCULUS SPHINCTER URETHRAE
◊ kigenn b. gelc'hstrishaer ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
nycturie
◊ nycturia
◊ nozuc'hod g. (troazh)
― Geriadur ar vezekniezh
Troazhodiñ paotoc'h en noz, arouez voas eus ar skorted lounezh.
orifice urétral
◊ OSTIUM URETHRAE INTERNUM
◊ gwask g. diabarzh ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
périfolliculite urétrale
◊ urethral folliculitis
◊ trovolc'hennfo ar c'han troazh
― Geriadur ar vezekniezh
Tanijenn ar gwiad kellaouek en dro d'ar c'han troazh, o tont evel rouestlad d'ar vlennorragiezh, alies en orin ur pugnez tro-gantroazh.
rétention urinaire
◊ urinary retention
◊ azdalc'h troazh, troazhazdalc'h
― Geriadur ar vezekniezh
Dic'halluster da ec'hodiñ troazh (troazhodiñ, dioulañ), tra ma kendalc'h al lounezhi da vorc'hañ troazh ent vonan, diwar ur skoilh treloc'hel pe un tanijennadur sezet er forzhioù troazhañ.
urètre
◊ urethra
◊ kan g. troazh
― Geriadur ar vezekniezh
Kanol lienennek o kas an troazh eus ar c'hwezhigell betek an diavaez, ma tigor dre wask diavaez ar c'han troazh. Gant ar gourev ez emastenn eus gouzoug ar c'hwezhigell betek penn ar c'halc'h, 16 cm hed dezhañ ent keitat gant daou grommadur pa vez ar c'halc'h er stad ankevod, oc'h emrannañ en ul lodenn araok pe heloc'h hag ul lodenn adreñv pe diloc'h. C'hoarvezout a ra a deir lodenn : 1) a-raksavenn, loet war-lerc'h diouzhtu ar c'hwezhigell, en dro dezhi ar raksavenn ha ma tigor ar sanioù strinker hag ar raksavenn, 2) lienennek, loet etre kern ar raksavenn hag ognonenn ar c'horf spoueek, ha 3) spoueek, a dreuz korf spoueek ar c'halc'h hag a zegouezh e gwask diavaez ar c'han troazh. Ouzhpenn an troazh, ar sper a dremen dre san droazh ar gourev. San droazh ar venev zo 4 cm hed, eus gouzoug ar c'hwezhigell betek gwask diavaez ar c'han troazh loet a-us d'ar gouin. Lienennek penn da benn eo e luniadezh.
urètre antérieur
◊ PARS SPONGIOSA URETHRAE
◊ lodenn b. spoueek ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
urètre féminin
◊ URETHRA FEMININA
◊ kan g. troazh benevel.
― Geriadur ar gorfadurezh
urètre masculin
◊ URETHRA MASCULINA
◊ kan g. troazh gourevel.
― Geriadur ar gorfadurezh
urètre membraneux
◊ PARS MEMBRANACEA URETHRAE
◊ lodenn b. lienennek ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
urètre postérieur
◊ PARS PROSTATICA ET MEMBRANACEA
◊ lodenn b. a-raksavenn ha lienennek ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
urètre prostatique
◊ PARS PROSTATICA URETHRAE
◊ lodenn b. a-raksavenn ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
urètre spongieux
◊ PARS SPONGIOSA URETHRAE
◊ lodenn b. spoueek ar c'han troazh.
― Geriadur ar gorfadurezh
urétrocèle
◊ urethrocele
◊ 1 kantroazhogad g. 2 bogod g. ar c'han troazh, kantroazhvogod
― Geriadur ar vezekniezh
1 Gant ar venev, usvoll ar c'han troazh o valirañ er gouin e rezh ur yoc'henn a vent gant ur graoñenn. 2 Heñvelster gant Gl. diverticule de l'urètre Sz. diverticulum of female urethra : bogod ar c'han troazh, kentañ derez ur c'hwezhigellogad er gouin.
urine
◊ urine
◊ troazh g.
― Geriadur ar vezekniezh
Liñvenn borc'het gant al lounezhi, dastumet gant ar c'hwezhigell kent bezañ karzhet er-maez.
urines à odeur de houblon : maladie des ∼
◊ congenital hydroxybutyric aciduria
◊ troazhtrenkegezh b. hidroksibutirek ganedigel, kleñved g. an troazh c'hwezh an houpez
― Geriadur ar vezekniezh
Kleñved enzimatek ganedigel naouus dre un empennaoued gant un dilerc'h bredloc'hadel muiek hag istant kaherel. An troazh zo ennañ trenkenn hidroksibutirek, o reiñ ur c'hwezh heñvel ouzh hini an houpez. Nes e hañval bezañ ar c'hleñved-se ouzh al leukinoz (sl. leucinose, maladie du sirop d'érable).