An trevnad nervren enkofigel o vezañ daou stirad oc'h ober ar parzh krec'h anezhañ (barroù dehou ha kleiz an hordenn gentez-kofig), ha tri stirad e barzhioù etre ha traoñ (barr dehou, rannoù araok hag adreñv ar barr kleiz), e c'hell ar mire sezañ war unan, daou pe an tri stirad ; an tolc'had tristirad a anver c'hoazh tolc'had kentez-kofig klok.
Pore naouus dre varroù feuls terzhienn o teraouiñ trumm hag o padout tri devezh, da ragazon dezho klopennadoù ha kig-torr, hag alies kevret ganto kalonistead, strafuilhoù koazhadel hag un eritem skarlegvanek ; o pareañ bepred ; kiriek eo un arboviruz eus ar genad Phlebovirus trezouget gant un dipter bihan, Phlebotomus papatasii.
Goulun savet dre zilec'hiañ, hep lakaat da argemmañ an durc'hadur anezho, tri zu tric'horn Einthoven, e doare ma vent kenskej en un poent. An tri ahel-se a zerc'houez an tri amdreugad reolat, o tezvonnañ 6 gennad ma c'haller bannañ ar sturiadell voutin o terc'houezañ tredanahel ar galon.