Preder
Erb : paraplégie d'∼Erb's spastic spinal paraplegia, Erb's palsytreuzseizi g. Erb ― Geriadur ar vezekniezh

Furm treuzseizi dasstrizhek argreskus melien, kevredet gant strafuilhoù ar c'helc'hstrishaerioù, ansavelet he orin.

paraplégieparaplegiatreuzseizi g. ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi an daou ezel krec'h, an daou ezel traoñ pe ar pevar ezel ; arveret e vez an termen dreist holl evit aroueziñ seizi an izili traoñ ; diouzh an dro e komzer a t. gwak pe a t. dasstrizhek (sl.  konzo, lathyrisme, paraparésie, sclérose en plaques).

paraplégie spasmodique familiale de Strümpell et LorrainStrümpell diseasetreuzseizi dasstrizhek familhel Strümpell ha Lorrain ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved dibaot eus stroll an dic'henezhadurioù livenn-ilpenn a-hêrezh, treuzkaset peurliesañ er mod aotozomek trec'hek, o teraouiñ e-tro 20 vloaz hag o c'hrevusaat ent argammedek, naouus ent klinikel dre seizi ha dargrezad war astenn an izili traoñ, gerc'hted an damougoù a-stirenn hag arouez Babinski, azoniad ilpennel ha tizhad an doneraeziñ, ent neuziadurel dre un divielinaat a 'r stiradoù pikernennek, a 'r stiradoù livenn-ilpenn hag a 'r pañsoù adreñv (sl.  hérédodégénérescence spinocérébelleuse).