Kediad diwar ec'haozañ diglok amindrenkennoù aromatek, fenilalanin ha tirozin.
Parenn oksidañ-diren pouezus er bevedeg ; perzhiañ a ra er c'hennevidoù pennañ (glukoz, amindrenkennoù, houarn), en enaoz hormonoù 'zo, e harzusted speur ar gwazhied, e mezhur ar gwiad kenglenel ; bezant el legumaj fresk hag en agrum ; an negez anezhi a zec'han ar skorbut.
Heuder ar c'hiklooksigenaz, arveret evel lia enepfo, enepterzhienn, dic'hoster, enepdazus pladanoù, eneptromboz.
Keurvolekul polimer, danvez ar c'hromozomoù, dezhañ furm daou arrevell troellennek kempunet o c'hoarvezout a bep eil a strolloù sukr (dezoksiriboz) ha fosfat, da bontoù etrezo strolloù bazennoù nitrogenek, purek (adenin ha guanin) pe pirimidek (kitozin ha timin) ; bodad an teir c'hedrann (sukr, fosfat ha bazenn nitrogenek) a ya d'ober un nukleotid, anezhañ unvez kentael an DNA oc'h amparañ ar gen, skor d'an doareennoù hêrezhel (sl. base 4, chromosome, cistron, code génétique, codon, gène, hérédité).
Danvezenn gemplezh eus stroll ar vitaminoù B, enebamwadeg galloudus, bezant en douhennadoù avu, er govevion, er pinochez (sl. antifolique, folate).
Amindrenkenn bevanret, kedrann a 'r proteinoù, diaraoger ar glutamin.
Feur reñverek trenkenn laktek er gwad (sl. lactacidémie).
Muiadur feur an drenkenn urek er gwad amredat (sl. goutte).
Muiadur ar c'hementad trenkenn urek ezvevennet gant al lounezhi.
Leiadur feur an drenkenn urek er gwad amredat.
Trenkenn-alkool o tisoc'h eus direadur an drenkenn biruvek dre al laktiko-dezhidrogenaz (LDH) ; sevel a ra e feur e-doug al labour kigennel tenn dre benn ar glikogenloezañ anaerat.
Trenkenn o tisoc'h eus kediadur an drenkenn valonek hag an urea a zo deveret diouti ar barbitureier.
Parenn greskiñ bezant e-barzh bouedoù diseurt (edeier, vioù, avu), diaraoger ar c'hoenzim A, an negez anezhañ o tevoudañ kammeraez ar bleñchoù (sl. acroparesthésie).
Deverad aminek an drenkenn salikilek, gantañ in vitro hag in vivo perzhioù bakteriharz ouzh bazhell Koch.
Trenkenn kedrann e kenaoz an drenkenn folek.
Vitamin ar stroll B, deverad naturel gougevanet e stroll kimiek ar pteridinoù. Ar furm eeunañ eus an aozadoù-se zo an drenkenn pteroilmonoglutamek. Deveradoù direet 'zo, evel an drenkenn dezhidropteroilglutamek hag an drenkenn detrahidropteroilglutamek, a wered evel koenzimoù e lies dazgwered bevenaozañ. An kez trenkenn zo ret da enaoz an eritrokitoù hag al leukokitoù. He c'havout a reer en avu, el lounezhi, el legumineged, er goell, en ed, el legumaj glas, h.a. (sl. acide folique).
Trenkenn o tisoc'h eus kendouesadur div volekulenn drenkenn fosforek gant ezvevennadur ur volekulenn dour.
Bec'h ar gwad e trenkenn biruvek.
Trenkenn α-ketonek enaozet e-kerz kennevid ar glukidoù.-ketonek enaozet e-kerz kennevid ar glukidoù.
Keurvolekul polimer, dezhañ un arrevell troellennek hep mui a luniad leteñvel gant unan eus an daou arrevell oc'h amparañ an drenkenn dezoksiribonukleek (DNA). Ar c'hemm etre RNA ha DNA zo amsavadur ur sukr, an dezoksiriboz, gant unan all, ar riboz hag ur vazenn birimidek, an timin, gant unan all, an urakil. Kevaraezañ a ra enaoz protein ar c'helligoù hervez ar goulev enskrivet war an hilvoneg. — 1° An RNA kannad (mRNA) zo enaozet e kraoñell ar gellig dre berzh un enzim (RNA-polimeraz), diwar batrom unan eus an arrevelloù a 'r molekul DNA : en un doare bennak ez eo eilad an arrevell-se (an treuzskrivadur). Da c'houde (al lankad treuzodiñ) ez a an mRNA er-maez eus ar graoñell evit mont da dreuzkas d'ar ribozom stlennad an hilvoneg kemeret war an arrevell DNA ha bennozh d'ar stlennad-se e vo diuzet ha trevnet an amindrenkennoù liesseurt a amparo ar molekul protein. Bennozh d'ar ribozom, an kez amindrenkennoù degaset gant an RNA treuzdoug (tRNA) zo lenet ouzh ar molekul RNA kannad (mRNA) e par e godonoù ketep. Ur wech echu arrevell an amindrenkennoù, a ampar ar molekul protein, ez emzistag eus an RNA kannad, eus ar ribozom hag eus an RNA treuzdoug. Goude bezañ talvezet da bleuskenn ez eo dispennet an RNA kannad hag adarveret e vo an elfennoù anezhañ evit enaozañ molekul all heñvel, amkanet da dreuzkas en-dro ar c'hemennad hilel eus ar c'hromozomoù d'ar ribozomoù. — 2° An RNA treuzdoug zo kefridiet da naouaat ha da zegerc'hañ, dre unan eus e bennoù, un amindrenkenn en deus ul lenidigezh spesadek outi ha d'he zreuzkas d'ar gemplezh ribozom-RNA kannad, ma len outi diwar-bouez ar penn all, e par ar c'hodonoù keñverek, o kevaraezañ evel-se savidigezh ar molekul protein. — 3° An NRA ribozomek (rRNA) zo ur gedrann vonel eus ar ribozom ma len ar protein.
Feur an drenkenn urek er gwad, ent reol eus 0,02 da 0,04 g/L gwad klok.
| Gouzrec'hioù | mg / L | μmol / L |
|---|---|---|
| Bugale | 20-50 | 120-300 |
| Beneved | 20-60 | 120-360 |
| Goureved | 30-70 | 180-420 |
Elfenn disoc'hel eznevid ar purinoù hag an trenkennoù nukleek. An hogennadur anezhi er gwiadoù hag el liñvennoù bevedel a vez arsellet en urloù.
Ec'haozad ar metanefrinoù, a zo o unan kennevidadoù an adrenalin hag an noradrenalin. O ezvevennigigezh dre an troazh a vez ent reol bihanoc'h eget 9 mg (45 μmol) dre 24 eurvezh ; a-wechoù e sav sof-kont er feokromokitom (sl. mol) dre 24 eurvezh ; a-wechoù e sav sof-kont er feokromokitom (sl. catécholamines).