Treuzkas ur c'hleñved eus ur c'hlañvour d'un den yac'h ; tredizhañ eeun (Gl. contagion directe) a reer eus an treuzkas dre stekiñ a zen da zen, tredizhañ ameeun (Gl. contagion indirecte) eus an treuzkas dre hantererezh un den all, ul loen, an dilhad, ar boued, h.a.
1 Treuzkas hadennoù pore d'ur bev, sk. : an tredizhañ dre stekiñ. 2 Ebarzhiñ hadennoù lestus en ur metoù pe en ur bevedeg, sk. : un dour evañ gouziblet gant ar c'holibazhilli. 3 Ebarzhiñ ur gwezher argevezus en ur metoù, sk. : ur fuadenn skinoberiek oc'h euveriñ ur stêr.
1 Evit ur wagenn, ar wrez, ar sten, un arhent, an nervlanv, h. a., an doare da vont eus ul lec'h d'unan all 2 Evit un anaf, an doare d'emastenn er c'horf ; evit ur c'hleñved, an doare da dizhout tachennoù all.