Kammneuziad o c'hoarvezout eus kempegad sac'helloù an trapig tribroudek kevret gant ur c'hehentad etre-kentezoù.
Direizh arc'hwelel an trapig mintrek : da geñver ar sistol e vez un pe an div sac'hell anezhañ o volzennañ hag o valirañ e-barzh ar c'hentez kleiz ; selaouennet e vez ouzh kern ar galon, e kreiz pe e dibenn ar sistolvezh, ur stlak berr (klik) heuliet alies gant ur sourr o testiñ ur skorted vintrek leiek ; ezreolder paot o tizhout ar maouezed yaouank, diouzañvet mat peurvuiañ.
Trevnad bihan a anlener ouzh gwask an aortenn pe ar gwask kentez-kofig evit amsaviñ an trapigoù disleberet ; graet int gant sac'helloù kornloarek moc'h pe diwar amgalonenn vuoc'h arwerc'het ent kimiek evit kreñvaat o gwevnded ha lemel o antigended ; o festañ a reer war ur walenn vetal gronnet gant mezell ; surjianed 'zo a ra gant bevosodoù a orin denel (trapigosodoù unspesadien, Gl. homogreffes valvulaires).
Skoev ampelenn-kerc'henn evit amdreugañ liñvenn un torliñv adfeilhus.
Kammneuziad an trapig mintrek, a gengerc'h o c'herdad etrezek ur gigenn vegennek (TA musculus papillaris) unel, raklen d'un isvoll mintrek, kevredet gant kammneuziadoù kalon all.
Kalonnaoued trapigel naouus dre isdigor an tremen etre ribl rez an div sac'hell vintrek, o tevoudañ un uswask er c'hentez kleiz ha, da heul, er gwazhiennoù hag er c'horrwazhied skevent. A orin remmel hogos bepred e vez an isvoll mintrek kevret gant kempegad ar freilhoù, tevaat ar sac'helloù gant pe hep razekaennoù ha berraat ar c'herdad stirennek.
Kalonnaoued trapigel a orin remmel peurvuiañ, alies kevret gant un isvoll mintrek, a-wechoù un isvoll aortek, naouus dre leiad kavnez ar gwask tribroudek, o tec'han un uswask er c'hentez dehou.
Leiad padek kavnez gwask un trapig er galon, o skoilhañ beradur ar gwad, gant muiadur ar gwask en argrec'h ha leiadur al lanv en ardraoñ. Peurliesañ ez erzerc'h an isvoll trapig ouzh ar selaouennañ dre ur sourr diflistr, sistolek pe diastolek ; hemañ a adanver anafel pa sav diwar un daskemm stummadel eus ar benvegad trapigel, arc'hwelel pa sav diwar ur muiadur eus kas ar gwad dre ur gwask bonan e stummadur.
Un trapig eus ar galon zo un elfenn o tispartiañ ar c'havennoù hag o virout ouzh ar gwad a zistreiñ war an tu fall. Er galon ez eus pevar zrapig : – an trapig mintrek etre ar c'hentez kleiz hag ar c'hofig kleiz ;
– an trapig tribroudek etre ar c'hentez dehou hag ar c'hofig dehou ;
– an trapig aortek etre ar c'hofig kleiz hag an aortenn ;
– an trapig skeventel etre ar c'hofig dehou hag ar c'hef a-skevent.
A-zivout un trapig, eus ar galon pergen.