Santadur ur stok hag un harz pa laka an imbourc'her treñv an troad da riklañ war dreuz en ur zerc'hel ar c'har difiñv : an azon eo eus diempradur gevel an ufern dre un torr (sl. ballottement du pied : signe du ∼ ).
Santadur poentek, a-gorvez gant ar poulz, merzhet gant an dorn harpet ouzh rannbarzh kostezel araok kleiz ar brusk, o klotañ gant horos kern ar galon da geñver ar sistol.
Stumm a vez gant tos ar gern da geñver usvent ar c'hofig kleiz, heñvel ouzh santadur ur voull o koeñviñ er voz.
Santadur ur stok merzhet gant biz an imbourc'her pa bouez trumm war dalbenn araok ar padelleg, an askorn-mañ o vont da skeiñ ouzh an askorn morzhed, o lakaat erzerc'h ur fennad liñvenn er glin.
Santadur ur stok diwar genskeiñ talbennoù kenvellañ an askorn morzhed hag ar skin da geñver fiñvoù nesaat-pellaat ar c'har war ar vorzhed, oc'h erzerc'haat rogad stagelloù kengostezel ar glin.