Darvoud ar gweleskar, azdalc'h un tamm torzhienn tagellet gant ur walenn dargrezañ (peurliesañ e-barzh korn ar grozh) war var da zec'han gwadliñvoù ha da rekizañ ur gweleskar kalvezadel.
Organ an eskemmoù etre an dougerez hag ar grouell, ouzh e ober ul lodenn vamm, ar c'hollgenn a-ziaz (sl. caduque basale) hag ul lodenn grouellel, ar c'horion (sl. chorion 2), dezhañ un arc'hwel enborc'hadel (sl. gonadostimu-line, cordon 2 ).
Glenadur kleñvedel an dorzhienn ouzh ar grozh ; stag emañ ar bodennoù ouzh ar c'haher krozh hep kollgenn a-ziaz dazlakaet ; ezreolder o tec'han sioc'hanadoù e-kerz ar vec'hiegi ha, goude ar gwilioud, gwadliñvoù, poreadoù hag azgannadoù torzhienn.
Enlenad ezreol an dorzhienn ouzh hanrann izelañ ar grozh, o tevoudañ gwadliñvoù arreadek e-doug tri mizvezh diwezhañ ar vec'hiegi hag oc'h erodiñ ur gwilioud rakkoulzat hag erloadoù mezhat.
(sl. enchatonnement placentaire).