Preder
Dupuytren : fractures de ∼Dupuytren's fracturestorroù l. (g.) Dupuytren ― Geriadur ar vezekniezh

Torr an daou ufern, linenn dorr an ufern diabarzh o vezañ a-zremm (torr dre bellaat) pe azerc'h (torr dre nesaat), torr ar spilhenn o vezañ pell pe belloc'h diouzh an ufern diavaez (torr Dupuytren uhel, torr Dupuytren izel). 2  Torr Dupuytren an ezel krec'h, torr penn traoñ ar werzhid gant treuzlec'hiañ an dorn war ziavaez ha balir penn an helmo.

Kocher : fractures de ∼Kocher's fracturestorroù l. (g.) Kocher ― Geriadur ar vezekniezh

Torr treuzpennigel (Gl.  fracture diacondylienne), torr eus penn traoñ ar paler, e linenn o tremen diadreuz dreist an arskodennoù kostezel ha kreizel hag o tredañ an talbennoù kenvellañ. 2  Torr raktorzhellel (Gl.  fracture pré-tuberculaire), a zo e linenn o vont, a-veskell war draoñ ha war ziabarzh, eus lodenn grenn an dorzhell vras da lodenn draoñ ar gouzoug korfadurel.

Le Fort : fractures de ∼ ◊ ◊ torroù Le Fort ― Geriadur ar vezekniezh

1 (Sz.  Wagstaffe's fracture) torr diazerc'h dre zigrakañ an ufern kostezel diwar nesaat a-helc'h hep dilec'hiañ. 2  Torroù ar garvan a) krenn, dre eskern ar fri, barr ar c'haved, an elvennegoù, b) uhel pe disglenañ klopenn-dremm, dre parzh uhelañ eskern ar fri, baleg a-dal ar garvan ha speur askorn ar pod lagad.