Torr war blegañ eus gouzoug pempet askorn ar c'hreizdorn, paot ha hep grevusted.
Torr eus ar c'hlopenn dre bukadur, un tamm eus ar volzpenn o vezañ distaget en e bezh ha diskennet war un nebeut milimetroù.
Odead darvezet en un askorn, klok pe diglok, gant pe hep dilec'hiadur a 'n tammoù ; kemm a lakaer etre : an torroù a-drastenn (Gl. f. de fatigue, f. de contrainte, Sz. fatigue f., stress f.), o tarvezout e dianlen ur strivad kigennel taer ; an torroù danamaskornenn (Gl. f. sous-périostées, Sz. intraperiosteal f.), torroù hep rogadur an amaskornenn ; an torroù darsiket (Gl. f. engrenées, Sz. impacted f.), m'emañ an tammoù kenetresanket ha diloc'hekaet ; an torroù digor (Gl. f. exposées, f. ouvertes, Sz. open f.), kehent ar sezenn anezho gant an diavaez dre ur gouli a 'r parzhioù meizh ; an torroù kelastrenn (Gl. f. en bois vert, Sz. greenstick f.), torroù ar vugale, hep dilec'hiadur na peurrogadur ar gaenenn ; an torroù kleñvedien pe torroù emdarzh (Gl. f. pathologiques, f. spontanées, Sz. pathologic f., spontaneous f.), da heul un daraez leiek war un askorn breskaet gant un anaez rakvezant ; an torroù serr (Gl. f. fermée, Sz. closed f., simple f.) ; an torroù ulidek (Gl. f. hélicoïdales, Sz. spiral f., torsion f.).
Torr dre zigrakañ diaz pempet askorn ar c'hreiztroad.
Torr eus gouzoug ar spilhenn kevret gant un torr eus an ufern kreizel, digoret gantañ ur skarr (diastaziz) etre pennoù traoñ ar skin hag ar spilhenn.
Torr daouek diazerc'h gouriz an ezel traoñ, al linenn dorr araok o tremen dre an toull steviet, al linenn dorr adreñv dre askorn al lez.
Torr an helmo er poent etre an trederennoù krec'h ha kreiz, kevret gant un disvellad pennig-gwerzhid war raok hag un disterig war ziavaez, stadet war ar vugale dreist holl.
Darvoud o tizhout ar soudarded yaouank dreist holl da heul ur c'houezh, un treuzkammed, un dreistkerzhadeg, azonet gant ur goeñvadenn war rann grenn kil an troad hag ul laur garv er poent eus un askorn kreiztroad ma tiskouez ar skinlun un torr (sl. fracture).
Torr trederenn izelañ ar werzhid o reiñ d'an dorn neuz kein ur forc'higell, e dianlen dilec'hiadur an drailhoù eskern war dreñv.
Torr penn izelañ ar gwerzhid, kevret gant un disvellad eus parzh adreñv ar c'harp, dezhañ neuz un torr.
Ditour o taskemmañ endalc'had ur petveder, hemañ o verkañ dre bennaenn savlec'h an ditour kentañ da erounit. Da heul e vez daskemmet an dibun a-gemal.
Kemm a lakaer etre an torroù kemalenn amplegadek na vint erounezet nemet mar bez eus amplegadoù 'zo, hag an torroù kemalenn diamplegad, a vez erounezet raktal.
Digrakañ ur skantennig araok-diavaez eus penn uhelañ ar skin, e dianlen freg stagell e kroaz araok-diavaez ar glin.
Torr balegoù adreñv an askorn fer, ar baleg kostezel pergen.
Seurtad torr unskodennel an askorn morzhed.
Torr daouek diazerc'h gouriz an ezel traoñ : al linenn dorr araok a dremen dre gorf pe barroù an askorn kaezour hag al linenn adreñv e par toulloù ar groazell.
Seurtad nemedennek a dorr eus ar garvan, o kevrediñ un torr daouek diazerc'h hag un torr diazremm.