Gwikefre arveret pa'z a gorrekoc'h ar paker eget ar c'haser, o c'horrekaat hemañ da virout na ve kollet stlenn.
Sl. [asservissement de vitesse]
Un dériveur propulsé à la pagaie par deux équipiers atteint facilemement une vitesse de croisière de deux nœuds.
Ul levrer erlusket a-roeñvig gant daou skipad a c'hell aes tre mont gant un tizh kerreizh daou skoulm.
Si l'on définit la vitesse moyenne pendant un temps très court, on parle de vitesse instantanée.
Pa vez jedet an tizh keitat e-pad ur pred berr tre, e komzer eus tizh predel.
Tizh an amred bloc'hel a vez desavelet dre vuzuliañ ar padvezh etre sankadur un aozad prouad en ur wazhienn drobarzh hag an erzerc'hadur anezhañ en ur poent pell eus ar wazhiadurezh, da skouer : blaz un aozad saourek pe eter, un erwezh bevedel resis, pe dinod ul livrezh gant ar fluoreskein.
Tizh arhentañ e tro dibarek ur gouluzer.
Mentad naouus d'an aveadurioù genel an arhentoù, despizet evel ginad ar pad elfennel piaouel da bep aveadur.
Ar pad elfennel eo ar c'heidad amzer ret da dremen eus ur stad d'ur stad all eus an arhent.
Mard eo t , en eilennoù, ar pad elfennel, ar c'hementad t⁻¹ zo par d'an niver uc'hek a wechoù dre eilenn ma c'hell an arhent kemmañ stad. Ar ventad-mañ, dezhi an atalad mentawouriezhel T⁻¹ , zo an tizh arhentañ evit un aveadur dibarek ha dewerzhet e vez e baodoù.
Pa vez arveret div stad hepken (div werzhad evit an tredanvarr, pe an heled, pe an talm, pe ar c'houlz), e trehent ur bit dre bad elfennel, hag ar c'has daouredel, e bitoù dre eilenn, zo par d'an tizh arhentañ e baodoù. Hogen, mar greer gant un arhentañ lieslive, war 2ⁿ live da skouer, ez eo ar c'has daouredel par da n gwech an tizh arhentañ.
Arzalc'het e vez kellusk an arhentañ diwar-bouez ur padrezh, lerc'hiad skogoù reizhkorn unrezh keidesaouek, ganet gant ur padrezher (ul luskellader). Modemoù 'zo zo dezho o fadrezher - tro a roont d'ar rizh treuzkas anvet goubred. Modemoù all n'o deus padrezher ebet ha kellusket int dre ur padrezh pourchaset gant an dermenell, pezh a ro tro d'ar rizh treuzkas anvet ec'houbred.
Ditourenn digonusted ar c'hofig kleiz e
-
doug
lankad
an diflistrañ. Emañ e dalc'h an argrezusted hag ivez ar goudekarg. Jedet e vez hervez ar reollun-mañ :
VCF = (DTD − DTS/DTD)/ Tej
Gant VCF : tizh keitat berradur ar gwiennoù kalon ; DTD ha DTS, a getep : treuzkiz kehederel dibenn-diastol ha dibenn-sistol ar c'hofig kleiz ha Tej : padvezh an diflistr muzuliet adalek arhent ar gwask aortek. Dewerzhet eo an tizh e s -1 .