A-zivout un danvezenn (seromalbumin, kellig wad, h.a.) o tougen un elfenn a gevaraezo spislec'hiañ he dehentadur hag he delenadur er bevedeg ; an kez elfenn, tieller pe merker (Gl. indicateur pe marqueur), a vez pe un izotop skinoberiek erlec'hiet ouzh un atom anskinoberiek (14C ouzh 12C da skouer) en ur molekul, ul livuzenn gendreluc'hus dinoadus el luc'h dreistmouk, un antigen koc'hennel hennadet dre an hangaegendreluc'hañ (tiellañ hangaeel), un enzim spesadel d'ur gellig wad (tiellañ kelligenzimatek) (sl. médecine nucléaire, radiopharmaceutique, scintigraphie, typage).
Prouad o kevaraezañ studiañ koazhadur an druzennoù, anezhañ dezventañ er gwad skinoberiegezh an iod 131 a dalvez da diellañ an triolein euvret gant ar gouziviad. Ur gwadvec'h uhel a erzerc'ha, war un dro, ur c'hoaz-hañ mat gant lipaz an ilgreiz, o tispenn an triolein e trenkenn oleek hag ur sugañ mat anezhi gant ar vouzellenn voan. Ur gwadvec'h izel a zurc'ha an evezh war un diouer lipaz, war ur c'hleñved eus ar vouzellenn voan pe an daou war un dro. Ur prouad gant trenkenn oleek tiellet a gevaraez neuze digemmañ, en arbenn un druzoul, lod an ilgreiz ezvorc'hat ha hini ar vouzellenn voan.