1 Lakaat garvevion pe kelligoù gwiadel da vevañ ha da greskiñ en ur metoù azas. 2 A-zivout garvevion pe kelligoù gwiadel, bevañ ha kreskiñ en ur metoù kalvezadel.
Lakaat bakteri da diñvañ in vitro, an darn vuiañ war veteier anvev, kimiek ; un nebeut kerentiadoù avat (Rickettsia, Chlamydia) hag ar viruz ne c'hellont neriñ nemet e-barzh kelligoù bev.
Derc'hel bev greadoù kelligoù o tont eus organoù denel pe loenel (lounezhi marmouzion, skevent rizhelloù denel, yoc'hennoù) pe eus klonoù ; arveret e vez an tiñvadurioù kelligel er Vakteriouriezh evel meteier tiñvañ ar viruzoù ha bakteri 'zo (sl. culture bactérienne).
Angevezh diwar gig anvervet arveret da diñvañ garvevion 'zo.
Angevezh da gentaozad dezhañ vioù klok, ebarzhet enno bleudenn avaloù douar, kitrat magneziom, sulfat magneziom, dihidrogenofosfat kaliom, asparagin (mammenn nitrogen), glikerol (mammenn garbon) ha gwer malakit (dilester), danvezet da diñvañ mikobakteri (bazhell Koch pergen).