Nerzhder regel (MT -2 ) naouus da bep liñvenn ; da skouer, tennder gorre an dour zo 76.10 -5 N / cm.
1 Nerzh dre unanenn c'horre e Pa (pascal) — 1 N/m 2 —. Er vezekniezh e vez graet gant un unanenn all evit dewerzhañ ar gwaskoù talmerel, sistolel, diastolel, enboullel : ar mmHg, 1 mmHg = 133,322 Pa. 2 An tennder zo un nerzh — dewerzhet e N enta — o werediñ e par gwiskadoù gorre al liñvennoù pe e par speurioù ur gavenn, evel nerzh herzel ouzh an aezhennoù pe al liñvennoù endalc'het enni. 3 Ar barr tredan — an tredanvarr — a vez dewerzhet e V (volt). Ar gremm dedaolet gant ur red tredan 1 A en un eilenn o kouezhañ eus 1 V zo par da W = U×II×t = 1t = 1×11×1 = 1 J (joule). Pezh a ro tu da zespizañ ar barr tredan evel ur gremmder tredanel : U = W / It = W / Q, da lavarout eo : 1 V = 1 J / 1 C (C, coulomb unanenn dredanad).1 = 1 J (joule). Pezh a ro tu da zespizañ ar barr tredan evel ur gremmder tredanel : U = W / It = W / Q, da lavarout eo : 1 V = 1 J / 1 C (C, coulomb unanenn dredanad).
Nerzh oc'h anadiñ e gwiskadoù gorre al liñvennoù a zeu dezho, dre berzh ur c'henstaladur dibarek eus o molekul, perzhioù leteñvel ouzh re ul lienenn wevn. An kez nerzh zo kenfeuriek ouzh σ ar ar gwezhiader tennder gorre (dre ledanviñ e lavarer “tennder gorre” hepken), naouus d'al liñvenn, dewerzhet e J.m -2 pe e N.m -1 , eleze e c'haller lavarout ez eo σ ur gremmder gorreel, pe un nerzhder regel. ur gremmder gorreel, pe un nerzhder regel.