1. Danvezenn, ar peurliesañ tennet eus plant 'zo, a dalvez da lakaat blaz war ar bouedoù (alese ivez an termen : temz boued). An hanc'herioù sasunadur, oc'huzenn, louzoù frondek, spis ha temz zo nes kenan o ster hag an arver anezho er gegin, pa dalvezont da gevogañ blaz ar meuzioù. Ne c'haller ket lakaat harzoù sonn kenetrezo pa 'z eont kevarlank aliezik a-walc'h. A se an arver neuennus eus an termenoù-se a-berzh ar geginourion hag an aozourion (Sl. spis). 2. Dalc'h un danvez, an anien start anezhañ.
Skritell lakaet war strafuilhoù teñvel ar vugeliezh : usvent an organoù limfoidel (huegoù, gwerblennoù, toazon), toazegezh korfel, gwelvded, gwakted an neuzid (sl. hyperthymie2, scrofule).
Genezh dibarek — hanc'henezh — un hinienn o tisoc'h eus ar c'hengeñver spesadel etre he naouusterioù neuziadurel ha bredel. Ent istorel, ar vezekniezh hipokratek a lakae kemm etre pevar zemz : gwadek, bestlek, nervek ha limfatek, eleze gwadegezh, bestlegezh, nervegezh ha limfategezh.