Preder
angle de fuitekorn tec'h ― Geriadur ar jedoniezh
coefficient de fuitegwezhiader tec'h ― Geriadur ar jedoniezh
fuite dans la maladieflight into illnesstec'h g. er c'hleñved ― Geriadur ar vezekniezh

Troienn bet arveret gant Freud evit merkañ e klask ar gouzrec'h en neuroz ur repu ouzh e genniñvoù ; termen astennet e arver hiziv en tu all da amgant an neurozioù, evel e domani an anaezioù kreudel pe an daraezioù pa vez elfennoù bredel o c'hoari enno.

Fuite dans la maladie.Flucht in die Krankheit.flight into illness.tec’h er c’hleñved. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Troienn o verkañ e klask ar gouzrec’h en neuroz ur repu ouzh ar c’henniñvoù bred. Berzh en deus graet an termen-se gant emled ar bredelfennerezh. Astennet eo hiziv, en tu all da zomani an neurozioù, da dachenn ar c’hleñvedoù organel pa vez elfennoù bredel o c’hoari enno. Keal dialuskel an tec’h er c’hleñved a glot gant keal armerzhel ar gounid diwar ar c’hleñved, ar gounid kentael, gouez da Freud. Klask a ra ar gouzrec’h mont e-biou d’ur blegenn genniñvel tennderus ha, dre furmiñ azonoù, koazhañ an tennderioù (sl. BÉNÉFICE PRIMAIRE ET SECONDAIRE DE LA MALADIE).