Egorenn c'horreek etre ar c'haezour ha talbenn araok ar c'hwezhigell.
Parzh, rannbarzh dezvonnet war ur c'horreenn, ur c'horf. — tachad delankañ (Gl. z. de déclenchement Sz. trigger zone ) : tachad usvroudadusted, ar fraouaat anezhañ o telankañ un erzerc'had grezvarrek (barrad droukfell, nervost). — tachad erogen (Gl. z. érogène Sz. erotogenic zone ) : nep lec'hienn eus ar c'horf e tro da vezañ sez d'ur broud a rizh revel. — ardreuzva (Gl. z. transitionnelle Sz. transition zone ) : parzh ardreuzadel, ma tremener eus ur metoù d'unan all. Er ferenn, da skouer, en ardreuzva ez emdreuzfurm ar c'helligoù epitelel tamm ha tamm e gwiennoù ar ferenn. — kelc'henn drovanel (Gl. z. tropicale Sz. tropical zone ) : rannbarzh eus gorre an Douar etre Trovan ar C'hrank ha Trovan ar C'havr, naouus dre un hinad tomm. Un arb enni giezh eo ar vezekniezh trovanel .
Kement lec’hienn eus an amwiskad kroc’hen ha glaourgenn e tro da vezañ sez d’ur broud a rizh revel. Ent spesadekoc’h, rannbarzhioù a zo dre berzh arc’hwel sez d’ur seurt broud : tachadoù ar genou, ar fraezh, an tachad kantroazh-genel, ar begoù bronn (sl. ÉROGÈNE).
Freud a astenne an erogended d’an organoù diabarzh zoken. “Evit komz didro, ar c’horf a-bezh zo un tachad erogen.” Tachadoù ’zo neoazh a hañval bezañ “raktonket” d’an arc’hwel-se. En oberiezh sunañ, an tachad genou zo desavelet dre berzh ar beved d’e arc’hwel erogen ; pa suner ar meud, hemañ en deus perzh er broud revel evel “eil tachad erogen, zoken a dalvoud bihanoc’h”. Andon eo an tachadoù erogen d’al luzadoù darnel diseurt (enerotegezh, sl. AUTO-ÉROTISME ; PULSION PARTIELLE). Desavelañ a ra pep hini gant spesadegezh bras pe vrasoc’h ur rizh ’zo a bal revel.
Nep lec’hienn eus ar c’horf o deus Charcot, ha Freud da c’houde, diskouezet e oa, e degouezhioù ’zo a zarfell amdreiñ, sez da anadennoù eraeziñ dibarek ; doareet gant ar c’hlañvour evel laurek, e vez al lec’hienn-se evit gwir pa imbourc’her kevannodet gant al libido, ar broudañ anezhi o tevoudañ ersavioù nes d’ar re degaset gant ar blijadur revel hag o vont gwechoù ’zo betek ar barrad darfell.
Un tachad histerogen zo ul lec’hienn eus ar c’horf deuet da vezañ erogen. Freud, e-barzh Drei Abhandlungen zur Sexualtheorie (1905), a lak pouez gant an devoud “ez eo heñveldoare an tachadoù erogen hag an tachadoù histerogen”. Diskouez a ra e c’hell pep tachad eus ar c’horf dont, dre berzh un treuzlec’hiañ diwar ar rannbarzhioù a zo o arc’hwel pourchas bliz revel, da vezañ erogen d’o zro. Gweredus dreist eo seurt argerzh erogenaat gant an darfelleg. Desavelet e vez doareoù an treuzlec’hiañ gant istor ar gouzrec’h. Dizoloet e voe an arvez-mañ gant Freud e-ser bredelfennañ Elisabeth von R. : “Ar glañvourez a’m souezhas da gentañ o reiñ da c’houzout e ouie erfin perak e loc’he bepred al laur diwar ur poent resis eus he morzhed dehou hag e oa an taerañ eno. Al lec’h eo end-eeun ma veze he zad bep beure o harpañ e c’har goeñvet pa gemme-hi al lienadur. Kement-se he doa graet ur c’hant gwech bennak ha, tra heverk, tro ebet betek an deiz-se n’he doa soñjet keñveriañ an daou zevoud ; degas a rae din eno an displegadur eus furmidigezh un tachad histerogen amrizhek.”
∆ Ober a c’haller ivez gant ar gerluniad brezhonek darfelleiat “gantañ ar perzh genel ersavioù darfell”.