Preder
anus artificielartificial anusadfraezh g. (surjianel), kolonadforzhañ ― Geriadur ar vezekniezh

Digeriñ ar c'holon ouzh kroc'hen ar c'hof war-benn reiñ hent d'an oulennoù evit an darn vuiañ pe en holl ; an holl barzhioù eus ar c'holon a c'haller adforzhañ ouzh ar c'hroc'hen, koulskoude an teir sez pennañ evit ar c'holonadforzhañ zo ar c'holon sigma (kolonadforzhañ a-glun kleiz pe kolonadforzhañ sigma), ar c'holon treuz (kolonadforzhañ treuz), ar sac'henn (kolonadforzhañ sac'henn, sac'hennadforzhañ) ; komz a reer eus kolonadforzhañ diadu pa vez digoret kostez ar vouzellenn hep serriñ an oaled, gant amdreugañ darnel an oulennoù ; eus kolonadforzhañ diabenn pa vez skarvet lodenn grec'h ar vouzellenn ouzh ar c'hroc'hen hag ezvenet al lodenn draoñ (pa ambider ar youlc'h) gant amdreugañ hollel an oulennoù ; diabenn e vez bepred an adfraezh garbedenn, da heul youlc'hezvenañ.

choc opératoiresurgical shockbleuz oberatael, bleuz surjianel ― Geriadur ar vezekniezh

Bleuz o c'hoarvezout e kerz un oberatadenn surjianel, diwar hirbad ar gwezh, ar c'holl gwad, an digempouez dourennel, disfreg ar gwiadoù.

col chirurgicalCOLLUM CHIRURGICUMgouzoug g. ar surjianed (pe gouzoug surjianel). ― Geriadur ar gorfadurezh