Preder
base de données - recherchedatabase - researchstlennvon - imbourc'h ― Geriadur ar stlenneg

Oberiek kenan eo an imbourc'h e domani ar stlennvonioù, an ahelioù pennañ o vezañ :

~ an aregoù dazverañ, nes d'al lavar, a-geñver gant an naouegezh alvezel.

~ ar stlennvonioù liesmedia, oc'h amgantañ roadennoù niverel, testennel, luc'hel, stenel ;

~ an delvanoù kevaraez da zeskrivañ ergorennoù kemplezh ;

~ ar stlennvonioù dezreadel, a-zalc'h ouzh ar c'hevarouezerioù hag ar gouezvonioù ;

~ an ostilhoù harpañ an ergrafañ ;

~ arvezioù damkanel ar stlennvonioù : an aregoù, an askizañ.

base de données : conception d'une database designergrafañ ur stlennvon ― Geriadur ar stlenneg

Ergrafañ, pe c'hoazh : danzen, ur stlennvon a reer eus an argerzh o loc'hañ diwar ur stad a draoù kantouezel hag o tisoc'h gant ar stlennvon keñverek. Lies tennad a vez d'an argerzh-se :

1. Dezvonnañ er gantouezelezh an elfennoù o deus d'ober gant ar saviad a venner derc'hennañ.

2. Kevelstrollañ an elfennoù bet dalc'het d'ober un trevnad ; hevelep gwezhiañ a ampleg ez eus bet dibabet un delvan dibarek a roadennoù.

3. Deluniañ an trevnad diwar-bouez un areg deskrivañ (despizañ) roadennoù ; a se e tegouezher gant un deskrivadur (despizadur) eus ar stlennvon da vezañ kennaouet d'an arveriaded koulz ha d'ar reizhiad ardeiñ stlennvon. Emañ dibab an areg e dalc'h an delvan roadennoù arveret, o c'houzout e vez a-wechoù lies areg evit un delvan lavaret.

4. Gwiriañ hag an deskrivadur aozet a vast da ezhommoù an arloañ (ma ne vast ket, distreiñ d'an derou ha ren un argerzh danzen nevez).

Un argerzh kemplezh ha skoemp eo ergrafañ ur stlennvon. D'e gas da vat, e ranker alies danzen a-zistag istrevnadoù en erdu strolloù diseurt arveriaded (gwazrannoù un embregerezh), pezh a zisoc'h gant un teskad selledoù arveriad. Un eil tennad eo kevaniñ ar selledoù, eleze kendeuziñ ent argammedek ar selledoù diseurt war-benn diraez goulun bloc'hel ar stlennvon.

base de données : mise en œuvre d'une database implementationengwezhiañ ur stlennvon ― Geriadur ar stlenneg

Ur wech danzeet, e rank ar stlennvon bezañ kempennet e sell d'ar c'horvoerezh, a lavarer c'hoazh : engwezhiet. An tennadoù-mañ a ya d'ober argerzh an engwezhiañ :

1. Diwar-bouez an areg deskrivañ roadennoù azas, kadaviñ deskrivadur ar stlennvon e-barzh ar reizhiad ardeiñ stlennvon. Eno ez a d'ober goulun ergrafañ ar stlennvon, dizalc'h diouzh nep arload hag ivez diouzh framm kadaviñ ar roadennoù war ar skoroù stlennegel.

2. Prientiñ ha kadaviñ ar goulun diabarzh, eleze deskrivañ framm kadaviñ ar roadennoù war ar skoroù stlennegel, despizañ ar reolennoù kenglotañ etre ar goulun diabarzh hag ar goulun ergrafañ.

3. Prientiñ ha kadaviñ ar goulunioù diavaez hag ar reolennoù kenglotañ etre ar goulunioù diavaez hag ar goulun ergrafañ. Ur goulun diavaez zo deskrivadur ar stlennvon diouzh ur selled dibarek, eleze deskrivadur ur stlennvon galloudel renet adal ar stlennvon revoudel.

Peurliesañ e teskriv ar goulun diavaez ar selled eus un istrevnad er bon (a se en en anver ivez isgoulun), o reiñ tro da c'havaelañ ul lod hepken eus ar roadennoù, da gemmañ o anv pe o rezh pe c'hoazh o framm en un amgant piaouel d'an delvan roadennoù arveret. a-zalc'h ouzh pep arload emañ ar goulun diavaez o teskrivañ ar selled a zo e hini.

4. Kargañ (kentaskrivañ) ar stlennvon : anv zo amañ a ebarzhiñ er bon an holl werzhadoù a-geñver gant stad derou ar roadennoù deskrivet.

Renet e vez argerzh an engwezhiañ dindan reolerezh ardeaded stlennvon. Ur wech echu lankad an engwezhiañ, gant kadaviñ ur goulun diavaez da nebeutañ, e vez korvoadus ar stlennvon. Graet e vez ar c'horvoerezh diwar-bouez un areg dazverañ ar stlennadoù : bodad arc'hadoù gant ar reolennoù d'o arverañ evit krouiñ, eztennañ, daskemmañ, dilemel roadennoù e-barzh ar bon.

base de données les langagesdatabase the languagesstlennvon ― an aregoù ― Geriadur ar stlenneg

Daou rizh aregoù a ziforc'her evit a sell ar stlennvonioù :

~ an aregoù despizañ, a dalvez da zeskrivañ, hervez un delvan, ar stlennvon ha destrizhoù e gevanded ;

~ an aregoù dazverañ, a dalvez da wezhiañ war ar bon, da angerc'hañ ennañ pe d'e zaskemmañ.

Daou rizh zo d'an aregoù dazverañ er par diavaez :

~ aregoù diardreug, pa rank an arveriad menegiñ unan hag unan ar gwezhiadurioù da ren, o leviañ a-zoug kamm erolerezh luniad ar roadennoù ;

~ aregoù diarbal, pa zifer an arveriad doareoù ret an disoc'h. Ar reizhiad ardeiñ stlennvon a rank neuze aozañ ur bellerezh imbourc'h, ar pezh a ampleg ur meziant kalz kempleshoc'h.

base de données relationnellerelational data base, plex databasestlennvon daveaduriek ― Geriadur ar stlenneg

Rizh stlennvon a zo e frammadur diazezet war an daveadurioù (e ster ar jedoniezh) etre ar roadennoù. Ouzh keal ar restr emañ gantañ erlec'hiet keal an daolenn, ar rezoù o tougen an daveadurioù.

Da skouer, an daolenn a vez oc'h ober he bannoù anvennoù tud, deiziad o ganedigezh, niver o bugale, h.a. : e pep rez e lenner enta un daveadur o toareañ un hinienn. An areg boazietañ da sevel ha korvoiñ ar stlennvonioù daveaduriek eo an SQL.

Sl. [SQL &]

base de données répartiedistributed data basestlennvon eskantet ― Geriadur ar stlenneg

Stlennvon a zo e stlennadoù strewet en douaregor e-barzh desezadoù stlennegel kenereet dre ur rouedad pe nep araez kehentiñ kevatal.

système de gestion de base de données, S.G.B.D.data base management system, DBMSreizhiad ardeiñ ar stlennvon, RASV ― Geriadur ar stlenneg

Reizhiad veziantel o ren ardoerezh emgefreek ur bon roadennoù. E amkanioù zo :

~ ren un deskrivadur eus roadennoù ar bon hag ober dezhañ emdreiñ a-geñver gant dedroadur ezhommoù an arloadoù ;

~ krouiñ roadennoù er bon hag o arverañ (eztennañ, daskemmañ, dilemel) hervez o deskrivadur ;

~ diogeliñ kendizalc'h ar goulevioù hag ar roadennoù, eleze gallusaat daskemmañ framm kadaviñ ar roadennoù hep azlamm war skrivadur ar goulevioù arloañ emañ ar roadennoù-se engwezhiet enno, hag a-geveskemm ;

~ gwareziñ ar stlennvon ouzh nep teukad, periantel pe veziantel, a-zarvoud pe a-ratozh.

Ar reizhiadoù ardeiñ stlennvon a vez lavaret rouedadek, urzhazek pe daveaduriek hervez delvan ar roadennoù o deus da ardeiñ.

Sl. [base de données +] [modèle de données]