Preder
2.informatiquecomputingstlennegezh b. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg
  1. Dedalvezadur ar stlenneg e skourroù diseurt an obererezh.

  2. Hollad al loazioù stlennegel (periantoù, meziantoù, desezadoù, koskor) e kerz ur stal, bezant en ul load, h.a.

droit de l'informatiquedata processing lawgwir g. ar stlennegezh ― Geriadur ar stlenneg

Skourr ar gwir o sellout ouzh arver ar stlenneg : dezvoù a-zivout ar c'hevratoù etre arvalion ha pourvezerion, gwarez ar berc'hentiezh c'hreantel, kospañ ar floderezh.

informatique appliquéecomputer applications, computingstlenneg dedalvezet, stlennegezh ― Geriadur ar stlenneg

Skourroù eus ar c'heweriañ stlennegel diorreet e domanioù diseurt an obererezh : difenn, ijin trevourel, tireoulerezh, ergrafañ ameilet dre urzhiataer, ardeiñ amaezhel, kenwerzhel, greantel, kellidel, mezekniezh, sonerezh, h.a.

informatique de gestionmanagement data processing, businessoriented computingstlennegezh ardeiñ ― Geriadur ar stlenneg

Arver ar c'heweriañ stlennegel evit ardeiñ an embregerezhioù.

informatique départementaledepartmental data processingstlennegezh adrannel ― Geriadur ar stlenneg

E reizhiad stlennañ un embregerezh, live trevnadur etreat d'ar Renerezh stlennegel hag an arveriaded dibenn.

informatique distribuéedistributed data processing, dispersed (data) processingstlennegezh dasparzhet ― Geriadur ar stlenneg

Arver a'r stlenneg ma vez rannet etre lies kewerier unan eus ar peder elfenn o perzhiañ en erounit ur goulev (periantoù, roadennoù, goulevioù, reolerezh). Pa vezont strewet en douaregor e komzer kentoc'h a stlennegezh eskantet .

informatique graphiquecomputer graphicsstlennegezh kevregañ ― Geriadur ar stlenneg

Derc'hennañ ar roadennoù hag an disoc'hoù diwar-bouez kevregoù (grafoù, skeudennoù) bennozh da drevnadoù enankañ/ec'hankañ arbennik.

Sl. [infographie]

informatique industriellemanufacturing data processingstlennegezh c'hreantel ― Geriadur ar stlenneg

Arver a'r stlenneg en argerzhioù oberierezh.

informatique répartiedistributed data processingstlennegezh eskantet ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [informatique distribuée]

informatique scientifiquescientific data processingstlennegezh ouiziel ― Geriadur ar stlenneg

Arver a'r stlenneg er riñverezh gouiziel.

informatique stratégiquestrategic business systemstlennegezh diorren stal ― Geriadur ar stlenneg

Arver a'r stlenneg evel ostilh diziouerus da ziorren an embregerezhioù.

ingénieur en informatique industrielleindustrial data processing engineerijinour(ez) war ar stlennegezh c'hreantel, stlennegour(ez c'h)greantel ― Geriadur ar stlenneg

Ijinour(ez) a zo e (he c'h)gefridi kenlabourat da ergrafañ adeiladezh ur reizhiad c'hreantel da emgefreekaat hag ar meziantoù arveret ; atebek e vez peurliesañ war sevenidigezh an erbar ha kenurzhiadur ar pareoù engwezhiet enni.

technicien(ne) en informatique industriellemanufacturing data processing engineerkalvezour(ez) war ar stlennegezh c'hreantel ― Geriadur ar stlenneg

Gwazour(ez) o perzhiañ e studi hag e seveniñ ar prestiantoù lodek er reizhiadoù stlennegel arveret gant ar greanterezh. Karget e vez diouzh an dro da ren ar c'hevrikaat hag an trezalc'h e stal an arveriaded.