Preder
Institut national de recherche en informatique et en automatique, I.N.R.I.A.Bonsav riezel an imbourc'h war ar stlenneg hag an emgefren ― Geriadur ar stlenneg

Aozadur diazezet e 1979 e kembeli Maodiernezh ar Greanterezh, kefridiet da ren imbourc'hioù diazez ha dedalvezadel koulz hag eskemmoù etrevroadel.

1.informatiquedata processing, computer science, information technology, informaticsstlenneg g. ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an diskiblezhioù gouiziel ha kalvezel o plediñ gant keweriañ ar stlenn. Hervez an Akademiezh C'hall : "Skiant ar c'heweriañ aregel, dre ijinenn emgefreek pergen, ar stlenn sellet evel o tougen an anaoudegezhioù hag ar c'hehentadurioù en domanioù kalvezel, armerzhel ha kevredigezhel."

Commission de terminologie de l'informatiqueKengor termenadurezh ar stlenneg ― Geriadur ar stlenneg

Kengor krouet e Frañs e 1970 gant Maodiernezh an Diorren greantel ha skiantel dezhañ da gefridi sturyezhañ e domani ar stlenneg.

Commission nationale de l'informatique et des libertés, C.N.Kengor broadel ar stlenneg hag ar frankizoù ― Geriadur ar stlenneg

Kengor krouet e Frañs e 1974, karget da welout war ar plegañ d'al lezenn evit a sell gwarez ar frankiz e-keñver stlennekaat ar gedvuhez.

informatiquestlenneg g. ― Gervaoù skiant
informatiquestlenneg g. ― Geriadur ar fizik
informatiquestlenneg ― Gerva an brederouriezh
informatique (science)stlenneg g. ― Geriadur ar jedoniezh
informatique analytiquestlenneg dezrannel ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [informatique formelle, kenster]

informatique appliquéecomputer applications, computingstlenneg dedalvezet, stlennegezh ― Geriadur ar stlenneg

Skourroù eus ar c'heweriañ stlennegel diorreet e domanioù diseurt an obererezh : difenn, ijin trevourel, tireoulerezh, ergrafañ ameilet dre urzhiataer, ardeiñ amaezhel, kenwerzhel, greantel, kellidel, mezekniezh, sonerezh, h.a.

informatique formellestlenneg furmel, stlenneg dezrannel ― Geriadur ar stlenneg

Skourr a'r stlenneg an nesañ d'ar skiantoù dik. Diazezet emañ war an dezrannañ jedoniel. E amkanioù zo da skouer savelañ an treolioù azasañ, diskoulmañ kudennoù stadegouriezh hag imbourc'h hewezhiadel, savelañ an treugoù eizik hag an delvanoù darvanañ ; parzhiat er stlenneg furmel eo ivez damkaniezh an emgefreaded ha damkaniezh an devredañ.

informatique méthodologiquestlenneg hentennel ― Geriadur ar stlenneg

Skourr eus ar stlenneg o tennañ d'an imbourc'h war an hentennoù gouleviñ ha korvoiñ an urzhiataerioù hag ar reizhiadoù stlennegel.

informatique physique et technologiquestlenneg alvezoniel ha kalvezoniel ― Geriadur ar stlenneg

Skourr eus ar stlenneg o plediñ gant dedraiñ kedrannoù hag istrevnadoù elektronek, tredanel ha treloc'hel ar stlennijinennoù.

informatique systématique et logiquestlenneg reizhiadoniel ha poelloniel ― Geriadur ar stlenneg

Skourr eus ar stlenneg o studiañ adeiladezh ar reizhiadoù stlennegel, an arc'hwelioù hag an trevnadur anezho.