Preder
donnéeroadenn b. -où, stlennad g. -où ― Geriadur ar verdeadurezh

Les données des annuaires de marées sont obtenues à partir de calculs sur ordinateur et d'observations qui permettent de tenir compte des diversités locales.

Stlennadoù bloazlevrioù ar mareoù a saver diwar jedadurioù dre urzhiataer hag arselladoù en arez da zerc'hel kont eus an diforc'hioù lec'hel.

  • ~ permanente ÷ variable stlennad padel ÷ stlennad argemmus, stlennad ampoentel
  • ~s de la navigation roadennoù ar merdeiñ
informationinformationstlenn g., stlennad g. ―où, kel g., kelad g. ―où ― Geriadur ar stlenneg
  1. En e gemeradur hollekañ ez eo ar stlenn ur furm en araez da vezañ treuzdouget eus ur skor alvezel d'unan all ha da vezañ kevreet gant furmoù all. Arveret e vez pe war-eeun dre al lavar er gedvuhez, pe dre hantererezh ul lavar riñvekaet pe areg.

    1. Stlenn lavarel pekel . E lavar ar gedvuhez, e vez douget ar stlenn gant an arouezioù, ar re-mañ o vezañ elfennadus e kanteulioù hag en arganteulioù. Kanteulioù al lavar zo outo arganteulioù argemmus en amzer dre berzh un diwan anrakweladus a stlenn nevez a-ser ma embreger al lavar. Kelad a reer eus ur c'hel dibarek.

  2. Stlenn aregel pe stlenn riñvekaet , pe c'hoazh stlenn ent strizh e ster ar stlenneg. Kanteulioù ar stlenn aregel zo outo arganteulioù arstalek dre dermenadur, sonnet e-doug an amzer m'o arverer. Ken e c'haller embreger ar stlenn (aregel) hep lakaat an arganteulioù e penn kont, dre blediñ hepken gant perzhioù alvezel ar skor a ya d'ober ar c'hanteulioù. A se ez eo kevatal an arouez aregel d'un arhent, ha keweriadus gant un ijinenn. Stlennad a reer eus ur stlenn (aregel) dibarek.

    Keladoù ha stlennadoù a reer anezho roadennoù .

    Meur a zegouezh zo evit an tremen etre keladoù ha stlennadoù :

    - pe ar roadennoù derou zo keladoù a droer e stlennadoù ; ar re-mañ, ur wech keweriet gant an urzhiataer, a vez troet e keladoù en-dro ;

    - pe heptreuget e vez al lankad kentañ : ar roadennoù kentañ zo stlennadoù gorreet war-eeun eus an alvez gant an ijinenn ;

    - pe heptreuget e vez al lankad diwezhañ : sturiet e vez emgefreek an ijinenn dre hent ar stlennadoù da werediñ war an alvez hep emell mab-den ;

    - pe heptreuget e vez al lankadoù kentañ ha diwezhañ (tro ar robotoù, da skouer).

    Daou zoare all zo da zezrannañ ar stlenn :

    ~ hervez e denor (e ster , e endalc'had steradurel ) ;

    ~ hervez e luniad (e gevreadur ).

Sl. [donnée] [langage artificiel] [langage +] [représentation]

informationstlennad g. ― Gervaoù skiant
informationstlennad g. -où ― Geriadur ar fizik
informationstlennad ― Gerva an brederouriezh
renseignementditour g. ; stlenn g. ; stlennad g. ; kel g. ; kelad g. ― Geriadur an armerzh
  • un renseignement (indice) ditourenn b. ; stlennadenn b.
  • activité de fournir des renseignements stlennerezh g. ; ditourerezh g. ; kelerezh g.
  • bureau des renseignement ditourva g.
  • recherche de renseignements arglask keloù ; kelaouaerezh g. ; stlennaerezh g.
  • pour tous renseignements complémentaires, s'adresser à evit gouzout hiroc'h, daveiñ da
  • donner des renseignements sur quelqu'un ditourañ unan bennak
validation d'une informationdata validationtalvoudañ ur stlennad ― Geriadur ar stlenneg

Talvoudañ ur stlennad : gwezhiañ e doare ma talvezfe ; sk. : talvoudañ ar roadenn skoet war glavier ur porzhiad bilhedoù emgefreek.