Boneg 7 bit + 1 bit gwiriañ parded o kevaraezañ 128 kevosodad, bet ijinet evit aesaat treuzkas ar stlenn etre an urzhiataerioù.
En e gemeradur hollekañ ez eo ar stlenn ur furm en araez da vezañ treuzdouget eus ur skor alvezel d'unan all ha da vezañ kevreet gant furmoù all. Arveret e vez pe war-eeun dre al lavar er gedvuhez, pe dre hantererezh ul lavar riñvekaet pe areg.
1. Stlenn lavarel pekel . E lavar ar gedvuhez, e vez douget ar stlenn gant an arouezioù, ar re-mañ o vezañ elfennadus e kanteulioù hag en arganteulioù. Kanteulioù al lavar zo outo arganteulioù argemmus en amzer dre berzh un diwan anrakweladus a stlenn nevez a-ser ma embreger al lavar. Kelad a reer eus ur c'hel dibarek.
Stlenn aregel pe stlenn riñvekaet , pe c'hoazh stlenn ent strizh e ster ar stlenneg. Kanteulioù ar stlenn aregel zo outo arganteulioù arstalek dre dermenadur, sonnet e-doug an amzer m'o arverer. Ken e c'haller embreger ar stlenn (aregel) hep lakaat an arganteulioù e penn kont, dre blediñ hepken gant perzhioù alvezel ar skor a ya d'ober ar c'hanteulioù. A se ez eo kevatal an arouez aregel d'un arhent, ha keweriadus gant un ijinenn. Stlennad a reer eus ur stlenn (aregel) dibarek.
Keladoù ha stlennadoù a reer anezho roadennoù .
Meur a zegouezh zo evit an tremen etre keladoù ha stlennadoù :
- pe ar roadennoù derou zo keladoù a droer e stlennadoù ; ar re-mañ, ur wech keweriet gant an urzhiataer, a vez troet e keladoù en-dro ;
- pe heptreuget e vez al lankad kentañ : ar roadennoù kentañ zo stlennadoù gorreet war-eeun eus an alvez gant an ijinenn ;
- pe heptreuget e vez al lankad diwezhañ : sturiet e vez emgefreek an ijinenn dre hent ar stlennadoù da werediñ war an alvez hep emell mab-den ;
- pe heptreuget e vez al lankadoù kentañ ha diwezhañ (tro ar robotoù, da skouer).
Daou zoare all zo da zezrannañ ar stlenn :
~ hervez e denor (e ster , e endalc'had steradurel ) ;
~ hervez e luniad (e gevreadur ).
Sl. [donnée] [langage artificiel] [langage +] [représentation]
Damkaniezh jedoniel a zo he amkan despizañ ha studiañ arvez kementadel ar stlenn ha, dre se, ar bonegañ, an treuzkas, h.a.
Sl. [information utilitaire, kenster]
Rizh roadennoù kevaraezus da hennadiñ an dud. En darn vuiañ eus ar riezoù e vez reolennet strizh kewerierezh emgefreek ar roadennoù personel.
Stlenn ouzhpennet d'ar roadennoù lazek war-benn dinoiñ ha, diouzh ret, reizhañ ar c'hammadoù a zo enno.
A-gevenep d'ar stlenn keweriet, stlenn a ya d'ober ar meziantoù ret d'ar c'heweriañ.
A-gevenep d'ar stlenn keweriat, stlenn a ya d'ober goulevioù ha roadennoù an arveriad.
Rann eus ar roadennoù a ya d'ober ar stlenn e-unan a-gevenep d'ar goulevioù mavek, ar bitoù gwiriañ, h.a.
Stlenn arveret da aesaat ha suraat ar c'heweriañ, e rezh ar bitoù gwiriañ, ar goulevioù mavek, h.a.
E Gl. e reer gant utile hervez daou gemeradur : a) evit doareañ an arhentoù, a-gevenep da parasite ; er c'hemeradur-mañ e reer e Br. gant arverek (a-gevenep da euverek, darankat ) ; b) evit doareañ ar stlenn, ar goulevioù, a-gevenep da utilitaire, de service ; e Br. e keveneber en dro-mañ lazek ha mavek.
Gwezhour a zo e gefridi treuzskrivañ ar stlennadoù boneget war ur skor treorc'hadel pe warellek diwar-bouez ur c'hlavier.
Trevnad memor sonn goulevadus en araez da gludañ stlennadoù a-zivout e zalc'her.
Hollad ar gwezhiadurioù renet war ar stlenn evit gwiskañ dezhañ ur furm arveradus war-eeun : meizadus, kendodek, treuzkasadus, kevregat, h.a.
Er pleustr, ez eo anv all ar stlennegañ, keweriañ emgefreek ar stlenn.