Preder
granulocytaire : lignée ou série ∼, lignée granuleuse, lignée ou série myélocytairegranulocytic series, myeloid seriesac'had g. pe steudad b. granulokitek ― Geriadur ar vezekniezh

Heuliad ar c'helligoù yaouank o neriñ hag oc'h azviñ er mel eskern betek disoc'h gant ar granulokit ; adalek ar vongellig, d'ober ar steudad, ez a lerc'h ouzh lerc'h : an hemokitoblast, ar mieloblast, ar promielokit, ar mielokit, ar metamielokit hag ar granulokit.

lymphocytaire : série ∼lymphocytic seriessteudad b. limfokitel ― Geriadur ar vezekniezh

Skourr eus ar gwennac'had adalek al limfoblast betek al limfokit.

monocytaire : lignée ou série ∼monocytic seriesac'had g. pe steudad b. monokitel ― Geriadur ar vezekniezh

Steudad kelligoù oc'h emdreiñ adalek bongelligoù ar mel eskern betek ar monokit hag ar makrofag gwiadel en ur dremen dre ar furmoù monoblast ha promonokit.

sérieseriessteudad b. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Teskad bevennek stlennadoù bezant en ur stlennvank. Dezverkus e vez ur steudad da zedroadur un domani dibarek e-doug un amzervezh lavaret. Despizet e vez dre he skridennad (da skouer, kenderc'h an dir), he unanennoù (da skouer, tonennoù) hag he amzervezh (da skouer, dre vloaz etre 1990 ha 2000).

sériesteudad b. -où ― Geriadur ar fizik
  • série de Fourier steudad Fourier
  • série spectrale steudad skalfadel
sériesteudad g. -où ― Geriadur ar gimiezh
  • série de Balmer steudad Balmer
  • série fonctionnelle steudad soazel
sériesteudad g. -où ― Geriadur ar jedoniezh
Série complémentaire.Ergänzungsreihe.complemental series.steudad kenglokadek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud evit ober meiz war arbennelezh an neuroz ha distremen an dazeilad a redife da zibab etre parennoù ezdeuat hag endeuat : kenglokaus eo e gwir ar parennoù-se, an eil o vezañ seul wanoc’h ma’z eo kreñvoc’h eben, hevelep ma c’haller renkañ un teskad degouezhioù hervez ur skeuliad ma emañ an daou rizh parennoù e ginargemm ; n’eo nemet en daou benn eus ar steudad ma kavfed pep parenn he-unan en he stad pur.

E-barzh Vorlesungen zur Einführung in die Psychoanalyse (Darleadurioù evit deren d’ar bredelfennerezh, 1916-1917), e pouez Freud war geal ar steudad kenglokadek. Da gentañ a-geñver gant kudenn derou an neuroz : arabat eo dibab etre ur barenn endeuat a zo ar glenadur hag ur barenn ezdeuat a ve ar gouheb ; ginargemmañ a reont : evit ma teraoufe an neuroz e spir un daraez dister mar bez kreñv ar glenadur, hag a-c’hin. A-du-rall, ar glenadur a c’haller isrannañ e div barenn genglokaus : genezh hêrezhel ha buhezadur bugel. Meizad ar steudad kenglokadek a rofe bep taol an dro da zezlec’hiañ pep degouezh e-barzh ar steudad hervez ar perzh keñverel kemeret gant ar genezh, ar glenadur bugel hag an daraezioù diac’houde.

série progressiveStufenreihesteudad pazennek ― Gerva an brederouriezh