Stad m'emañ ar c'haezhiad o c'houzañv diwar an diouer dramm.
Bit o kevaraezañ, hervez ar stad m'emañ, un devredadenn
Sl. [drapeau]
Diwaoutad kleizennel a dachadoù bihan paot o treiñ dre zaskantañ e plakadoù ledan ; anaez pe kentael, pe eilvedel d'ul liken plaen, d'ul lupuz eritematus pe d'ur skleroderma.
Trevnad o c'hoarvezout a zaou arvez, an eil kendalc'hek (en arc'hronn), egile strewek (en arc'hoal) e rezh rannigoù a etre 10 -6 ha 10 -7 mm treuzkiz ; arc'hoalenn hag arc'hronnenn a c'hell revout en teir stad : sonnel, liñvel, aezhel.
Koabrennegezh ar genskiant gant ur gouziviad gouest da ren c'hoazh oberoù damgevazas ha da berzhiañ tamm pe damm er gedvuhez, furm leiek an arluz.
Stad nes d'ar gretiniezh, naouus dre un derez skañvoc'h a zilerc'hegezh.
Mod enankañ/ec'hankañ ma ren ar riñverez prouadoù trovezhiek war an drobarzhell war c'hed d'un dreuzkasadenn o tont.
Doare un emgefread d'un ampoent lavaret.
Hollad ar c'heladoù naouus d'ur wikefre d'un ampoent lavaret (stad un arhent, stad un ijinenn, stad ur saneller).
Live ec'hankañ un niñvader mezoniel, o naouiñ dre un tredanvarr, na c'hell gwiskañ nemet un niver bevennek a werzhadoù kementadet.
La description de l'état de la mer dans l'échelle Beaufort reste imprécise sur la hauteur des vagues, parce que celle-ci dépend non seulement de la force instantanée du vent, mais encore de la durée de son action et du fetch.
Stad ar mor zo deskrivet diresis e skeuliad Beaufort evit a sell ar gwag dre ma vez o sav e-dalc'h nerzh kentizhel an avel ha padvezh he gweredoù, hag e-dalc'h ar fetch.
Azoniad bredel naouus da erzerc'hadoù droukfell 'zo ; ar gouziviad, o terc'hel pe o koll skiant eus e amved, a c'houzañv kammzerc'hioù ha trezerc'hioù a neuz gant an hunvreoù (lederrizhadoù).
Termen degaset gant Breuer : stad an emouezañ heñvel ouzh an hini a gaver en teogadur (hipnoz) ; endalc’hedoù an emouezañ oc’h anadiñ er stad-se n’o devez ket nemeur a liammoù-strollata gant ar peb-all eus buhez ar bred ha, da heul, en em furmfe gronnadoù strollatadurioù disrann. Er stad hipnoidel e wele Breuer an disfaout a zo en orin an darfell.
Freud avat, goude reiñ degemer d’ar ger en e skridoù, en distaolas krenn a-benn ar fin : “Lakaat a ran arver ur seurt termen da zreistezhomm ha da douellus, pa dorr poell ar gudenn a-zivout natur an argerzh bred o werediñ e furmidigezh azonoù an darfell”.
Ganer o tedaoliñ stadoù klok krai, aes da zaskemmañ ha da wiskañ warno ur stumm azas diouzh ezhommoù an arveriad.
Teskad ar strafuilhoù devoudet gant leiadur ezreol feur ar glukoz er gwad : dinerzhded, c'hwezennoù, ranklezennoù, ezwalioù gant pe hep glizi, koma.
Hentenn eeunaet da andalañ ar stad vred, ar skeul o vont eus 30 gant ar gouzrec'h reol betek mann evit an divigadoù donañ.
Ger pe stroll gerioù oc'h enderc'hel e pep mare keladoù war stad an urzhiataer, e drobarzhelloù pennañ hag ar goulevioù dindan erounit.
A-zivout ur mod a 'n oberiezh vred ma fell ar galloud da zeznadiñ ar stlenn o tont eus ar bed diavaez hag ar stlenn o tont eus ar bed diabarzh, ar gouziviad o chom emouez ouzh e amved, en ur vannañ outañ avat steudadoù rambreoù a zibun evel filmoù war ur skramm.
Stad nervgelligoù 'zo da heul ar c'hromatinloezañ.
Pep hini eus an derezioù a c'haller diverzhout en un anadenn, e-doug diorreadur ur bevedeg, e dedro ur c'hleñved, h.a.