Preder
castrationcastrationspazhañ, spazhadur g. ― Geriadur ar vezekniezh

Lemel pe distrujañ organoù ar genel dre ar surjinaerezh, ar gimiezh, ar skinata, h.a. ; hervez ar revelezh, e komzer eus kellezvenañ, vierezezvenañ, divgellezvenañ, divvierezezvenañ, unkellezvenañ, unvierezezvenañ (pe, evit an div rev, ledspazhañ, Gl.  castration incomplète) ; er Vezekniezh lezennel e tespizer ar spazhañ evel ambidañ ouzh un den all un organ ret d'an engehentiñ (sl.  orchidectomie, ovariectomie, stérilisation).

castration : angoisse de ∼castration anxietyenkrez g. ar spazhadur ― Geriadur ar vezekniezh

Keal bredelfennadel : goude dizoleiñ ar c'hemm etre an div rev, e sav er paotr bihan an amgren da goll e galc'h, er plac'h vihan ar mantr da vezañ e gollet.

castration : complexe de ∼castration complexkemplezh b. ar spazhadur ― Geriadur ar vezekniezh

Er Bredelfennerezh, kemplezh kreizet war eriunell ar spazhadur ; gant bredelfennerion 'zo eo bet astennet keal ar spazhañ betek ober anezhañ un heñvelster d'an dioueriñ ; e se e ra aozerion 'zo gant geriennoù evel spazhadur genaouel (Gl.  castration orale).

Complexe de castration.Kastrationskomplex.castration complex.kemplezh ar spazhadur. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Kemplezh kreizet war eriunell ar spazhadur, houmañ o reiñ respont d’an amrin ez eo evit ar bugel an diforc’h korfadurezh etre ar revioù (bezañs pe ezvezañs ar c’halc’h), displeget dre lamidigezh ar c’halc’h digant ar plac’h. Disheñvel eo luniad ha gweredoù kemplezh ar spazhadur hervez ar revioù : gant ar paotr e sav an aon na zeufe e dad d’e spazhañ en abeg d’e oberiezh revel ; gant ar plac’h e vez kantaezet ezvezañs ar c’halc’h evel ur c’haouadenn a glask-hi dinac’h, kempouezañ pe digoll. Emañ kemplezh ar spazhadur e darempred strizh gant kemplezh Edip hag, ent arbennik, gant an arc’hwel-berzañ ha -reoliñ a zo enni.