Kammerezh laurus o tarvezout goude kerzhout un nebeut munudoù, o steuziañ gant ar paouez, oc'h adfeilhañ gant pep adkrog kerzhout.
Klefiñ spanaus diwar isforzh talmerennoù an izili traoñ dre an ateroskleroz ; ar gouziviad a rank chom a-sav goude un herrad kerzhed en askont ma stag e zivesker da vorzañ, da reudiñ ha da lauriñ, diaezoù a steuz goude ur pennadig diskuizh.
Ponnerded ha gwanded o tont en divesker gant ar c'herzhed, hep laur nepred, kevret gant un usdamoug ; azoniad dezhañ lies arbenn gallus : amwask ar gwriziennoù nervel, isvoll kanol an dargreiz, treuzseizi en e zeroù, treuzseizi Erb pergen.
Furm derzhienn naouus dre varroù etrezo entremezioù angwrester ; azonus a-wechoù d'ul linadur don (avufo linus, poread troazhadel, enkalonennfo angreizhek, poread linek), peurliesañ avat ez eus anezhi un erzerc'had a 'r baludegezh (sl. double quarte : fièvre ∼, double quotidienne : fièvre- , double quotidienne : fièvre- ∼, double tierce : fièvre , double tierce : fièvre ∼, doublée : fièvre tierce , doublée : fièvre tierce ∼, fièvre bilioseptique, fièvre bilioseptique).