Sammad anion ar plasma gwad a zo o bec'h e dalc'h argemmoù bec'h an ion H + er gwad, o roll enta skurziñ argemmoù ar pH ; ar pennañ skurzerioù zo ar bikarbonatoù, ar proteinatoù hag an hemoglobinatoù.
Marilh o talvout da gadaviñ ent padennek ar stlenn etre un trevnad tarzh hag un trevnad dehaezadour amoubred.
1 Tamm kotoñs, gazenn, h.a., arveret evit araezañ ar gwadkae pe spluiañ linvennoù pe borc'hadennoù. 2 Nep danvezenn azdodet d'un dileizhenn en araez da skurziñ argemmoù ar pH anezhi, eleze d'e virout arstalek na pa vez ouzhpennet un drenkenn pe ur vazenn. Ar peurliesañ e vez an trevnadoù skurzer meskadoù ur vazenn wan gant un hal eus an kez bazenn diwar un drenkenn greñv pe, aliesoc'h c'hoazh, meskadoù un drenkenn wan gant un hal eus an kez drenkenn diwar ur vazenn greñv. Ar skurzer pouezusañ zo amparet, er plasma, gant an daouad CO 3 H 2 / CO 3 NaH : kediañ a ra gant nep trenkenn greñv oc'h enteiñ er bevedeg, o furmiñ ganti un hal hag oc'h erlec'hiañ outi an drenkenn wan dilaosket gant an dazgwered. An hemoglobin, ar proteinoù plasmatek, ar fosfatoù n'int nemet skurzerioù ambrougat.
Amred, trevnad, ijinenn, parzh goulev, memor, h.a., ensoc'het etre div unvez, oc'h araezañ un azasadur etrezo. An kez azasadur a c'hell dougen war al liveoù tredan pe an tizhoù eskemm.
Ar skurzerioù a dalvez da vuanaat an treuzdougoù : endra leunier ur skurzer, e c'houlloer unan all bet leuniet a-raok. Seurt kalvezder a anver treuzdoug daouskurzer.
Maez memor o tegemer ent padennek roadennoù war dreizhidañ.