Boneg o spisaat evit pep hennad gwereet war ar skramm e zoareoù gweladel : liv, mentoù, blinkañ, h.a.
Rizh daveennoù a-zalc'h ouzh reizhiad daveiñ ar skramm pe an hewel - a-gevenep d'an daveennoù arveriad a zo dizalc'h.
Unvez wereañ un hewel.
Perzhioù ar skramm zo :
1. Ar vent, dewerzhet diwar-bouez regad e dreuzvegenn, peurliesañ etre 40 ha 60 cm.
2. Ar barr despizañ pe despizadur, o tesavelañ ar forc'had izek gallus etre daou hennad gwereet. Daou rizh despizadur a ziforc'her :
~ an despizadur kalvezoniel a-zalc'h ouzh ment ar vrizhenn luc'h elfennel ;
~ an despizadur stlennegel, o tesavelañ niver uc'hek ar pikennoù enorc'hadus er skramm (etre 512² ha 4 096²).
3. Ar resister, a-c'hin d'ar forc'had etre ar savlec'h goulevet hag ar savlec'h gwereet.
4. Ar feleunded, a-zalc'h ouzh ar resisted, eo ar perzh oc'h ober da skouer d'ul linennad deraouiñ er poent dik ma tibenn al linennad kent, lakaomp en ur gwidennad sturiadelloù.
5. Ar sked hag an dargemm, perzhioù a-zalc'h ouzh an div arventenn ez eo kalvezouriezh ar gwereañ (pe gwereouriezh) hag ar goulou en ardro.
6. Tizh ar gwereañ. Un arventenn a bouez eo pa vez en he dalc'h douester ar skeudenn wereet. Hag eñ elfenn eizhañ e ristenn ur reizhiad kevregañ, ar skramm a c'hourlaka warni e lusk dezhañ.
Parennoù all a weredo war berzhded ar skeudenn : treluc'husted, diarunusted, amzer respont.
7. Ar modoù c'hwilerviñ a zasperzhio ivez e doareoù ar skeudenn wereet, hervez ma vint modoù c'hwilerviñ anneuenn, c'hwilerviñ roud yevet, h.a.
Sl. [balayage]
Skramm ma vez hewelaet ar stlenn diwar-bouez gwarellnez. Komz a reer ivez eus gwereer nez , nezwereer.
Sl. [bulle magnétique]
Skramm a denn e galvezouriezh korvo eus perzhioù tredandournerzhoniel ur stad dibarek eus an danvez etreat d'an arvezioù liñvel ha sonnel.
Kalvezder gwereañ o tedalvout perzhioù an ec'hoder laser.
Sl. [laser]
Bennozh d'ur gloued stalet etre mammennoù an hordennoù elektron hag ar skramm e vez dalc'het ar skeudenn hep distresadur e-doug un nebeut munutennoù.
Skramm o c'hoarvezout a ziv feilhenn wer plaket ouzh daou dal ul laonenn wer dastoullet ingal a-garrez ; ar c'helligoù o tisoc'h a vez leuniet gant ur meskad aezhel diwar neon, o vont luc'hus en aozioù ionaat 'zo.
Skramm dindan skinoù ur gorzenn gatodek. Gwisket eo gant un danvez treluc'hus o skediñ pa vez argridet gant enorc'h an hordenn elektron. Ar goulou ganet evel-se a ya war steuziñ, ken e ranker ren ur c'hwilerviñ dizehan war ar c'hevreg evit ma ve gwelet, pezh a anver azgrenaat ar skeudenn.
Sl. [entretien] [rafraîchissement] [tube à rayons cathodiques]
Keal degaset gant B.D. Lewin : bannet e ve pep hunvre war ur goueled gwenn, peurliesañ anverzet gant an hunvreer, a ve an argel eus bronn ar vamm evel ma ve trezerc’het gant ar maban o kousket goude an denadenn ; ar skramm a rofe leuniadur d’ar c’hoant kousket. E hunvreoù ’zo (hunvre wenn), ez anadfe ar skramm e-unan hep-mui, oc’h azoniñ neuze un argiz betek an narkisegezh kentael.
Lemel a-zarn pe a-bezh ar skeudenn gwereet war un hewel. Pa vez darngarzh e komzer a garzhañ a-ziuz.
Korrurzhiataer eus ar rumm hezoug ma enanker ar roadennoù diwar-bouez stokoù ouzh ur skramm.
Sl. [(micro-)ordinateur +]