1 Andalc'h an trapig skeventel (TA valva trunci pulmonalis, PNA valvula semilunaris dextra) ha distro eus gwad an aortenn d'ar c'hofig kleiz hag, azianlen, skorted wadloc'honiel hemañ ; diseurt an arbennoù : enkalonennfo remmel pe vakteriel, mideñvoù, enrec'h an aortenn dreist holl. 2 Dic'halloud ar benvegad analadel da arzerc'hel gwaskoù reol an O₂ hag ar CO₂ er gwad talmerel, e dianlen a) iswentadur ar skevent (Gl. hypoventilation pulmo-naire), hemañ o vezañ pe isaraezel (Gl. restrictive) da heul leiadur ec'honad ar skevent (ambid ur skeventenn, glenad ar c'hrezoù), pe steviadel (Gl. obstructive) diwar ur skoilh ouzh an enanalañ ha dreist holl ouzh an ec'hanalañ (bronkezfo henek stevius, astma, emfizem), b) daralladurioù kennenn al logigoù pe speur ar c'horrwazhied o tiaesaat an eskemmoù etre an aer hag ar gwad.
pe isvorc'hegezh b. ar c'hougorfenn pe ar rakgougorfennStrafuilhoù en arc'hwelerezh ar rakgougorfenn diwar isvorc'h un pe lies hormon : dic'halloud pe mizanliñv gant isteñv an organoù genel hag an divvronn ; isteñv ar c'hroc'hen hag ar flugez gant kouezh ar blev, leiadur ar c'hennevid diazez, anilboued, iswask talmerel, gwadisvec'h glukoz, asikted gant ankewant ha direizhoù bred a-wechoù, o testiñ skorted ar gwagrennoù ganadel, skoedennel ha kaenuslounezhel, oc'h erzerc'haat pe marvenn ar rakgougorfenn goude ur gwilioud, pe amwask gant ur yoc'henn ebarzh- pe us-dibr (sl. Sheehan : syndrome de ∼, Simmonds : maladie de , Simmonds : maladie de ∼ ).
Dic'hallusted da ren ur vuhez reol dre benn un anaez skevent.
Gant un organ, leiadur an araezegezh da gefleuniañ e arc'hwel.
Andalc'h an trapig aortek (TA valva aortae, PNA valvula semilunaris senestra) ha distro eus gwad an aortenn d'ar c'hofig kleiz hag, a-zianlen, skorted wadloc'honiel hemañ ; diseurt an arbennoù : enkalonennfo remmel pe vakteriel, mideñvoù, enrec'h an aortenn dreist holl.
Heskwask en ardraoñ da isvoll pe da anforzh un dalmerenn, lemm (enfroù) pe henek (ateroskleroz), sk. : talmerennad stevius an izili traoñ.
Dic'halloud ar galon da vastañ da ezhommoù gwadloc'honiel ar bevedeg ; kevassavet pa vez arzalc'het an ec'hongas dre araezioù azasaat naturel pe yac'hadel, digevassavet pa na spir mui ar re-mañ en ur bazenn c'hrevusoc'h eus an dedro ; mar bez kevredet gant un azdalc'h dourhalel e reer kel eus falladur kalon darwazhel pe gouliñvel (Gl. i. c. congestive pe oedémateuse) ; a) ent klinikel, ez erzerc'h dre un ustead kalon hag arouezioù dassav en argrec'h : trec'hwezh strivadel, gouliñv skevent evit ar s. k. kleiz, gouliñvoù trobarzhel, troazhisvorc'h hag avu kalonien evit ar s. k. dehou ; b) ent arbennel, evit ar s. k. kleiz : isvoll mintrek, uswask talmerel, naouedoù a 'n talmerennoù kuruner hag a 'n trapig aortek, skorted vintrek, naouedoù an enkalonenn, evit ar s. k. dehou : bronkezskeventadoù, enfreier skevent, naouedoù ganedigel 'zo a 'n enkalonenn, kalonnaouedoù kleiz digevassavet o tisoc'h neuze d'ar s. k. bloc'hel (Gl. insuffisance cardiaque globale pe totale) ; c) lies gwikefre a zeskriver : pe un isvoll mintrek pe dribroudek en argrec'h o skoilhañ ouzh leuniadur ar c'hofig, pe un tevadur a 'n amgalonenn hag ur fennad (adiastol ar c'hofig dehou, sl. péricardite constrictive, tamponnade), pe, aliesoc'h, ur s. k. sistotel pe misistol (Gl. dys-systolie), eleze isargrezusted ar c'hofigoù.
Diouer eroueriañ ar c'haher kalon diwar leiadur kavnez an talmerennoù kuruner ; ent klinikel, e reer kel eus s. k. pa na vez mui an amred kurunerel evit bastañ da ezhommoù kennevidel ar c'haher kalon, a-fet an oksigen pergen, ha pa stader darvoudoù kleñvedel lemm pe henek (kevenkez, aroad kalonank, angwazhiad ar c'haker kalon) (sl. angor, état de mal angineux, infarctus du myocarde).
Falladur arc'hwelerezh an avugelligoù, erzerc'h dre arouezioù klinikel ha bevoniel, o tarvezout evel rouestlad d'an avufoioù, d'ar c'hirrozioù, da gankroù an avu.
Andalc'h an trapig mintrek (TA valva mitralis, PNA valva atrioventricularis sinistra (mitralis)) o tevoudañ an distro sistolel eus gwad ar c'hofig d'ar c'hentez kleiz hag, a-zianlen, skorted ar c'hofig kleiz ; dezhañ lies arbenn ha gwikefere : s. m. naouedel pe arc'hwelel, ganedigel pe arzeuat (enkalonennfo remmel pe vakteriel, fregadur kigennoù begennek pe kerdad stirennek, bolzennad, dreistpad ar san voutin kentezioù-kofigoù) (sl. ballonnement de la valvule mitrale, canal auriculoventriculaire : persistance du ∼ commun, endocardite commun, endocardite).
Falladur lemm arc'hwelioù al lounezh, naouus dre un an- pe un isec'hod troazh, e dianlen a) ur skoilh ouzh an degorzhañ (gaouantroazh pe s. l. l. goudelounezhel), b) ur strafuilh gwadloc'honiel o tec'han heskwad al lounezh (antroazh dre goempad pe s. l. l. raklounezhel), c) un anaf e parenkim al lounezh (antroazh pistriel, antroazh diwar vloueigfo lemm) ; gwellaet eo bet an erdebad bennozh d'ar c'harzhañ ezlounezhel ; notañ a reer ivez ar vezañs eus skortedoù lounezh lemm gant dezioulañ (troazh puilh hag anvec'hiek) (sl. anurie, anurie excrétoire, Bywaters : syndrome de ∼, épuration extrarénale, néphropathie tubulo-interstitielle aiguë, rein de choc, épuration extrarénale, néphropathie tubulo-interstitielle aiguë, rein de choc).
Falladur henek arc'hwelioù al lounezh, e dianlen un niver lounezhadoù ganedigel pe arzeuat (bloueigel, tuellennel pe entremezel), naouus dre muiadur argammedek kreatinin ar plasma ha strafuilhoù dourkevionel ; er pleustr, e teznaouer ar s. l. h. pa ziskenn dizeul ar c'hreatinin dindan 90 mL/min dre 1,73 m2 gorread korf ; pazenn dibenn ar s. l. h., pa dremen an dizeul dindan 10 mL/min dre 1,73 m2, a redi d'ar c'harzhañ ezlounezhel war hir dermen hag, en degouezhioù grevusañ, d'an treuzplantadur lounezh.
Leiadur pe astal borc'hañ hormonoù ar gaenuslounezhenn, e dianlen un anaf kentael hogos bepred, oc'h angorzhañ en ur ser ar glukokortikoidoù, an aldosteron hag an androgeneier ; lemm an dedro a-wechoù (da skouer da geñver ur wadlestegezh : marvennad gwadliñvus, koempad trumm, dourisvec'h, koma ha marv dindan un nebeut eurvezhioù), henek peurliesañ (kleñved Addison) (sl. Addison : maladie d'∼, Waterhouse-Friderichsen : syndrome de , Waterhouse-Friderichsen : syndrome de ∼ ).
Andalc'h an trapig tribroudek (TA ha PNA valva atrioventricularis dextra (tricuspidalis)) o tevoudañ an distro sistolel eus gwad ar c'hofig d'ar c'hentez dehou hag, a-zianlen, skorted ar c'hofig dehou, dezhañ lies arbenn ganedigel pe arzeuat (kalonnaouedoù dehou, enkalonennfo bakteriel, h.a.).
1 Divig kevarloañ ar sac'helloù a ya d'ober un trapig kalon, o tevoudañ ur gousilhañ, eleze distro ar gwad d'ar gavenn emañ o paouez kuitaat (sl. insuf-fisance aortique, i. mitrale, i. pulmonaire, i. tricuspide). 2 Divig kevarloañ sac'helloù ar gwazhiennoù.
NOTENN : Kemmesk a chom en termenoù gallek e kement ma ne gempleg ket lod eus an aozerion d'an destladur etrevroadel, pa reont Gl. valvule eus an trapig (TA valva), ha Gl. valve eus ar sac'hell (TA valvula), div pe deir sac'hell oc'h amparañ an trapig, lavnennoù o tijuntañ da lezel ar gwad da vont hag o kenjuntañ da virout outañ a zistreiñ.
Divig an amred e tiriad an talmerennoù mellkein hag an dalmerenn diazpenn, hogos bepred e dianlen anafoù ateromatus isvollus ha trombozus, erzerc'h dre zireizhoù delanket gant ar strivadoù hag ar c'hemmoù loadur, o testiñ gouzañvder heskwadel ar gwiad nervel : kilpennost, koll kempouez, strafuilhoù gweledel (steuzwel, merzhadur pikoù ha linennoù luc'hus) pe loc'hadel (eskerbad an divesker), skouladoù morvor pe ankoun, a-wechoù strafuilhoù klevedel, ilpennel, santadel, migevaot, h.a. ; liesmod eo an dedreiñ, o vont da henek a-wechoù dre skorted trebadek an amred pe dre an tromboz gant boukadur (sl. Kleyne : manoeuvre de —, ramollissement vertébrobasilaire, sous-clavière voleuse : syndrome de la ∼ ).