Anaf kroc'hen pe glaourgenn devoudet gant ar skinoù X hag an danvezennoù skinoberiek ; dezhañ daou zegouezh : 1) darvoudoù yac'hadel, pe kentrat (eritem, gouliñv, c'hwezigennoù ha gloevennoù), pe goulerc'hat (kroc'hen liveget, argaledet, isteñvek, korrwazhiedusvoll, a-wechoù gouliezoù) ; 2) darvoudoù micherel, anezho isteñv ha skleroz ar c'hroc'hen, gouliezoù diek ha laurus, riskl an dedro kankrel.
Strafuilhoù gouzañvet gant ar glañvourion prederiet dre ar skinoù X pe ar c'horfoù skinoberiek, gwech kentrat, skañv, berrbad, heñvel a-walc'h ouzh an droug mor, gwech goulerc'hat, o c'hoarvezout eus un asikted don gant darc'hoal, c'hweladoù, terzhienn, trec'hwezh, iswask talmerel, e dalc'h daralladoù ar gwad ha deloezadur ar gwiadoù kleñvedek distrujet ; gant reuzidi an argadoù derc'hanel pe an darvoudoù en imbourc'hvaoù atomel, e stader, hervez kreñvder ha padelezh an ardizh, gwech anaezioù nervel marvus raktal pe dindan un nebeut eurvezhioù, gwech erzerc'hadoù koazhadel (c'hweladoù, darc'hoal, terzhienn) o tarvezout e-kerz ar 15 deiz kentañ ha marvus ivez, gwech direizhoù gwadel da heul anafoù ar mel eskern, oc'h anadiñ goude teir sizhun, lod anezho kuradus.
Trevnad o c'hoarvezout eus ur c'hatod ec'hodus d'un hordenn elektron oc'h enorc'hañ ur skramm. Diwar-bouez trevnadoù c'hwilerviñ e vez destiet ha desezet an hordenn elektron o vont gant kavn ar gorzenn.
Ar modoù c'hwilerviñ boasañ zo :
~ ar c'hwilerviñ roud yevet ;
~ ar c'hwilerviñ anneuenn , anezhañ ar mod c'hwilerviñ arveret er skinwel.
Gwereet e vez ar skeudenn :
~ pe e sklaer war ur goueled teñval (mod diazoek) ;
~ pe e teñval war ur goueled sklaer (mod c'hwezigennel), gant lies live sked.
Sl. [balayage]