Arver yac'hadel ar skinadoù ionaus. Alies e vez graet gant an termen s. evit deanviñ ent spesadek ar c'hurañ dre ar skinoù X (sl. röntgenthérapie).
Kalvezder skingurañ oc'h arverañ un hordenn skinoù war loc'h a-gendalc'h. An dilec'hiadur a vez erwerc'het pe dre c'hweladur ar vammenn skinoù en dro d'ar c'hlañvour fest e loadur, pe dre c'hweladur ar c'hlañvour en un hordenn fest.
Anvet ivez hentenn Chaoul, ar s. d. zo ur skingurañ berrhed, eleze ar pellder etre ar vammenn hag ar c'hroc'hen ne zistremen ket 10 cm. Arveret e vez ar c'halvezder-se er groc'henouriezh pergen hag ivez e mezegadur ar yoc'hennoù kantet hag aes da ziraez
(sl. endoradiothérapie, endoröntgenthérapie).
Erwerc'het dindan 200 – 300 kV, ar s. t. a gevaraez dilaoskiñ d'ar yoc'henn doenadoù muiek a-zon, en ur erbediñ an talennoù bas.
Er s. g. ez eo luget ar skinadoù gant an 2 – 3 cm kroc'hen, koulz lavarout hag ar gwiskadoù don n'int ket tizhet. An tredanvarr arveret zo bihanoc'h eget 100 kV.