Bronkezfo eus rumm ar bronkezskeventadoù henek stevius, naouus dre ar paz hag ar c'hraostañ e-doug lies miz eus ar bloaz war dri bloaz da nebeutañ (despizadur reuziadoniel) ; an isvoll foel pe fibrozel eus ar c'horrvronkez flipezenn ha dibenn a leia gwentadur ar skevent war var da zedreiñ en emfizem skevent hag er skorted analadel.
Anvad genadel poreoù darreuziadek diwar hadennoù diseurt (viruz ar grip, ar ruzell, ar vrec'h nij, ar senkl, ar jotorell, an avufo, korfigoù a 'r genadoù Chlamidya, Microplasma, Rickettsia, h.a.) o tizhout ar skevent hag ar bronkez ; deraouiñ a reont dre un azoniad poreel grevus gant asikted don ha pareañ dindan div pe deir sizhunvezh ; azonet ouzh ar selaouennañ dre ronkoù bronkezel pe goustraklus, ouzh ar skinluniñ dre deñvalennoù o c'hronnañ begel ar skevent ; en tu all d'an hadennoù hennadet e chom dianav arbenn an hanter eus hevelep poreoù — en degouezh e kaver dikoc'h komz a skeventad anrizhek kentael (Gl. pneumopathie atypique primitive).
Bronkezskeventad anrizhek kentael paotañ, deskrivet e 1942 er Stadoù Unanet hag arzodet da gentañ d'ur viruz, pa 'z eo kiriek dezhañ Mycoplasma pneumoniae ; e gwadveiz ar glañvourion ez eus un aglutinin yen o reiñ tro d'ar gwadveizprouad (sl. bronchopneumopathie de type viral).
Azoniad analadel diwar ruridigezh al liñvenn stomok e-barzh ar skoultreg briant-bronkez, peurliesañ e-kerz ar prantad tro-zieraeziñ pe da geñver un empennaoued pe ur c'homa, naouus dre ur poread hag ur gouliñv skevent lemm marvus a-herr en un daolenn a vleuz hag a falladur kalon.
Lec'hiadur skeventel al lupuz eritematus lemm strewek, o c'hoarvezout a anafoù parenkimatus daoudu erzerc'h war ar skinlunioù dre skeudennoù rouedek, rouedek-nozelek pe nivlennek.
Skeventad lemm grevus diwar Legionella midadei, o tizhout peurliesañ ar c'houziviaded hangaeastalet.
Skeventfo viruzel marvus o tarvezout gant ar vugale, naouus ent neuziadurel dre vezañs keurgelligoù e-barzh ar skevent, a stader e meur a viroz, en o zouez ar ruzell.
Poread bronkez-skevent devoudet gant an tremen eus drailhennoù boued ebarzh ar forzhioù analañ (sl. Mendelson : syndrome de ∼ ).
Skeventad grevus kenan, kiriek dezhañ ur brotozoenn, o tarvezout gant rakkoulzeion 'zo pe gant klañvourion an haza er stad a zivig hangaeel e-kerz ur prederiadur dre an hangaeastalerioù ; erzerc'hañ a ra dre ur skorted analadel lemm ha terzhiennek ha, war ar skinlunioù, un ensiladur rouedek-nozelek (sl. carence immunitaire, immunodépresseur).
Azoniad dibaot, dianav e arbenn, naouus, ent neuziadurel, dre ar vezañs eus kelligoù logigel greunek bras e rezh plakadoù o leuniañ logigoù ar skevent, ar speurioù etrelogigel o chom reol pe dost ; ent klinikel, dre un teskad arouezioù (trec'hwezh, paz) heñvel ouzh re fibrozioù ar skevent (sl. fibrose pulmonaire intersitielle diffuse) ; anaez gwellaet, pareet zoken, gant ar c'haengurañ.
Pore kiriek dezhañ ar pneumokok goafheñvel uzennek (Streptococcus pneu-moniae), naouus, ent neuziadurel, dre un danijenn lemm o wazhañ un dolbezenn skevent en he fezh (avuegañ unneuziek) hag un naouezenn fibrinek o leuniañ al logigoù ; ent klinikel, dre un dedro korek o padout etre 5 ha 9 devezh, adalek ur gridienn deroù trumm ha solenn (Laennec) betek un diwresteriñ herrek (sl. défervescence, hépatisation).
NOTENN : Anvad klok ar c'hleñved : skeventfo frank, lemm, tolbezennel, fibrinek diwar pneumokok (Gl. pneumonie franche, aiguë, lobaire, fibrineuse à pneumocoques) a ya d'ar furm skeventfo tolbezennel (Gl. pneumonie lobaire) en testennoù ha da skeventfo (Gl. pneumonie) er c'haozeeg. En eneb, unster e van Sz. pneumonia, intentet "tanijenn e parenkim ar skevent" hepmuiken.
Bronkezskeventfo kentael devoudet gant bazhell ar serk (Bacillus anthracis) (sl. charbon, maladie charbonneuse).