Skeventad hangaeel lemm, goulemm a-wechoù, diwar zewentañ un antigen bezant e-barzh fank sec'h evned 'zo (dubeed, peruchenned, yer).
Aspergilloz dastumet dre hantererezh ar greun maiz kemeret en e c'henoù gant an darwasker evit o enc'hwezhañ e-barzh pigos an dube, poread foueel o tizhout ar skevent (skrouediadoù gwad) hag ar c'hroc'hen (eritem, burbuennoù, gouliezoù, yoc'hennoù fic'hek dangroc'hen).
Anaez skevent gant ar vicherourion bet e-barzh ar siloioù greun en deizioù goude o leuniadur ha dewentet ganto an dioksidenn nitrogen o sevel diwar goidigezh ar greun, en ervez da zedreiñ d'ar marv dre c'houliñv skevent kentrat pe, a-barzh 2 pe 3 sizhun, dre gorrvronkezfo fibroseiat anforzhus.
Anvad genadel klañvadurioù ar skevent.
Kleñved micherel diwar erwezh allergek ar skevent ouzh un antigen a orin bevel peurliesañ ; boutin etre an holl furmoù s. h. e stader a) un dedro dre resmiadoù lemm, gant terzhienn, trec'hwezh, gwadskopadoù, o vont gwechoù 'zo betek ar fibroz entremezel strewek ; b) un arvez skinourel rouedek-nozelanek, strafuilhoù argrennadel an arc'hwel analañ gant isfu logigoù-korrwazhied (sl. bloc alvéolocapillaire) ; c) ur granulom strewek keurgelligel hag epitelioidel eus gwiad entremezel ar skevent ; d) bezañ s antikorfoù dierc'heiat er gwadveiz (sl. immunoprécipitation) naouus d'an erwezhioù dreistkizidigezh damzaleet (anadenn Arthus) ; a du 'rall e noter devoudoù a ra gousellout un erwezh dreistkizidigezh kellighandizhek daleet (sl. hypersensibilité 2 ) ; e-touez an anaezioù-se e renker : skeventad ar verourion (sl. poumon de fermier), ar c'honiosporioz (anvet ivez kleñved an diruskerion skav-gwrac'h, Sz. maple bark disease), ar bagasoz (sl. bagas-sose), ar suberoz (sl. suberoz), kleñved an hinaozerioù, hag an anaezioù diwar dewenterezh mogedoù, burezhioù, hueadoù, uzorioù (foue, malt, prenn, sizal, kafe, te), fank loened (sl. éleveurs d'oiseaux : maladie des ∼ ).
NOTENN : Da aroueziñ dre ul lavar resis stadoù an eufl en aergelc'h, e kinnigan arverañ an termenoù-mañ : eufl s. (rannigoù munut danvez sonnel pe liñvel), hue g., (poultr g. & s. pe glizh g. & s.) ; uloc'h g. (hue meinel) ; uzor g. & s. (hue struzhel) ; hueañ, euflennañ (lakaat e poultr pe e glizh, Gl. pulvériser) ; difruañ (lakaat ul liñvenn e glizh, Gl. pulvériser, atomiser) ; hueek aa. (er stad poultr, Gl. pulvérulent).
Anv roet d'an holl rouestladoù krezennskeventel diwar ar c'hleñvedoù kalon, ar skorted kofigel kleiz hag an isvoll mintrek pergen.
Skorted analadel lemm o tarvezout e bogvezh pe e souzvezh ur bleuz gwadisventel (poreel ar peurliesañ). Azonañ a ra dre un analerezh herrek kenan, enkrez, kefroù, un dulaz na zereizh ket an oksigengurañ. Alies kenan e vez marvus an dedro, pe en un nebeut eurvezhioù pe dindan 2 pe 3 deiz e-kreiz ur bleuz dieiltro gant gouliñv skevent, pe dindan 10-20 devezh dre skorted analadel argreskus diwar dinodadur herrek ur fibroz entremezel ha logigel kevret gant trombozioù korrwazhiedel ha diwanadur lienennoù gwervanek el logigoù (sl. choc, détresse respiratoire de l'adulte, membranes hyalines).
Skeventad hangaeel a c'hoarvez gant ar gouerion o tornata struzh (foen pergen) louedet hag o tewentañ evel-se spor aktinomiket termofil, peurliesañ thermopolyspora polyspora. Gallout a ra dedreiñ etrezek an henegezh, o tisoc'h neuze d'ur fibroz entremezel strewek grevus kevret gant ur skorted analañ, ha goude ur skorted kalon.
(sl. éleveurs d'oiseaux : maladie des ∼ ).
Kevreted demerennoù bihan strewek ha roudennoù sklaer arront arsellet e-kerz ar c'hollagenozioù, retikulozioù 'zo hag ar berillioz.
Anafoù skevent a rizh fibroz e dianlen skinguradoù a-greñv ar brusk.