1 Andalc'h an trapig skeventel (TA valva trunci pulmonalis, PNA valvula semilunaris dextra) ha distro eus gwad an aortenn d'ar c'hofig kleiz hag, azianlen, skorted wadloc'honiel hemañ ; diseurt an arbennoù : enkalonennfo remmel pe vakteriel, mideñvoù, enrec'h an aortenn dreist holl. 2 Dic'halloud ar benvegad analadel da arzerc'hel gwaskoù reol an O₂ hag ar CO₂ er gwad talmerel, e dianlen a) iswentadur ar skevent (Gl. hypoventilation pulmo-naire), hemañ o vezañ pe isaraezel (Gl. restrictive) da heul leiadur ec'honad ar skevent (ambid ur skeventenn, glenad ar c'hrezoù), pe steviadel (Gl. obstructive) diwar ur skoilh ouzh an enanalañ ha dreist holl ouzh an ec'hanalañ (bronkezfo henek stevius, astma, emfizem), b) daralladurioù kennenn al logigoù pe speur ar c'horrwazhied o tiaesaat an eskemmoù etre an aer hag ar gwad.
Bolc'henn e dibenn ur gorrvronkezenn, unvez arc'hwelel ar skevent ma vez gwezhiet an eskemmoù aezhennoù.
Kehentad etre ur barr eus talmerenn ar skevent hag ur wazhienn a 'r skevent dre ur fic'h eeun pe dre un taread angiomatus, oc'h amparañ un heptreug dehou-kleiz.
Skinluniñ gwazhied ar skevent goude ensinkladur un danvezenn demer ouzh ar skinoù X dre ur sont ebarzhet dre ur wazhienn eus pleg an ilin betek ar wazhienn gav uhelañ ; an un komenad eo hag evit gwazhiedluniñ ar galon.
Hogennad aezhel e-barzh ar skevent, ouzhpenn 1 cm treuzkiz, ar parenkim kefin o vezañ bonan pe gleñvedel ; tanav e vez speur ar c'hloevenn, hep epiteliadur, e kemm ouzh ar c'histoù hag ar c'havennoù (sl. caverne, pneumatocèle).
Ec'honad aezhenn endalc'het gant ar skevent e dibenn un enanalad uc'hek, par eo enta da sammad ar barr bevadel hag ar barr dilerc'h arc'hwelel pe ec'honad dilerc'h).
|
capacité pulmonaire totale barr skevent hollel |
|||
|
capacité vitale barr bevadel |
|||
|
volume résiduel ec'honad dilerc'h |
volume de réserve expiratoire ec'honad mir ec'hanalañ |
volume courant ec'honad red |
volume de réserve inspiratoire ec'honad mir enanalañ |
|
capacité résiduelle fonctionnelle barr dilerc'h arc'hwelel |
capacité inspiratoire barr enanalañ |
||
Enloezad o tisoc'h eus un annon skevent (pugnez, yoc'henn marvennet, torzhell) ; ent klasel e reer mougev (Gl. caverne) eus ar c'hleuzennoù skevent torzhellek (sl. caverne, cavité).
Desezañ ur gelc'henn amwaskañ en dro da dalmerenn ar skevent evit diren kas ha gwask ar gwad, graet war ar magadelled o tougen ur c'halonnaoued ganedigel gant heptreug kleiz-dehou hag uswask talmerel skevent muiek, gwezh goustegus da c'hortoz an hegoulz evit oberata ar gammneuziad.
Flakadur kleñvedel ur skeventenn pa vez diskaset gant ur fennad krezenn, ur bruskaezhad pe ur yoc'henn.
Araezusted ar skevent da zarbenn aer a-gevreizh d'ar gwask arloet outo (arouez C L ) ; ent reol e vez filusted ar skevent e-tro 0,25 L/1 cm H₂O ; dav notañ e tiskouez krommenn ar filusted izegennoù d'an ec'honadoù brasañ ha bihanañ, eleze pa vez didennet pe dardennet ar skevent, hag un uc'hegenn d'an ec'honadoù etre ; ent kleñvedel e stader ul leiadur eus ar filusted e fibroz ar skevent, ur muiadur en emfizem.
Argemm gwask ret d'ober argemmañ eus un unanenn ec'honad ar skevent ; ent reol emañ etre 5 ha 7 cm dour dre litr ; stirusted hollel ar brusk, EW, zo sammad stirusted ar skevent ha stirusted speur ar brusk (e-tro 10 cm H₂O / l).
Steviadur un pe lies barr eus kef ar skevent gant trombuzoù o tont eus tiriad ar wazhienn gav ; mar dec'han a-wechoù un angwazhiad skevent anat, e stader alies un daolenn glinikel diglok : diaez hollek, kalonustead, pistig, ha neuze, da resizañ an deznaou, e vez ezhomm eus imbourc'hioù estreget ar skinluniñ : skingannluniñ, c'hwilerviñ ulidek, gwazhiedluniñ a 'r skevent.
Stad kleñvedel ar skevent, naouus dre usvoll ha dispenn ar c'horrvronkez analadel hag elfennoù kenglenel-dastennek al logigoù ; kemm a lakaer etre an emfizem kreizhoginel (Gl. e. centrolobulaire pe centro-acinaire) ma vez anafet ar c'horrvronkez, hag int isvollek alies, ha salv ar c'horrwazhied, alese bezañs ur gwered heptreug muiek, hag an emfizem hollhoginel (Gl. e. panlobulaire pe panacinaire) o tizhout war un dro ar c'horrvronkez analadel, san ha sac'h al logigoù ha war un dro rouedad ar c'horrwazhied, ar gwered heptreug o chom bihan pe ezvezant.
Teskad an imbourc'hioù o studiañ ar gwenterezh (gwentwezañ, analventañ) hag an eskemmoù aezhel e par ar skevent.
Anaez dibaot, dianav e arbenn, naouus, ent neuziadurel, dre skleroz aloubus ar gwiad entremezel a-bezh eus ar skevent, o tevoudañ dreist holl tevadur ar speur logig-korrwazhied hag o skoilhañ dre se ouzh fuidigezh an oksigen ; ent klinikel, dre un trec'hwezh argreskus gant dulaz ha paz ; er skinlunioù e stader demerennoù daoudu ha strewek, greunvaenheñvel, rouedek pe nozelanek ; an dedro a ya d'ar marv dindan un nebeut mizioù pe vloavezhioù.
Muiadur ar c'hementad aer enanalet dre vunud e-barzh logigoù ar skevent ha, dre se, reñver oksigen e-keñver bevezadur ar bevedeg : devoudañ a ra leiadur feur ar CO 2 er gwad hag un alkaloz analadel (sl. hypocapnie).
Leiadur ar c'hementad aer enanalet dre vunud e-barzh logigoù ar skevent ha, dre se, diouer oksigen e-keñver bevezadur ar bevedeg : devoudañ a ra leiadur ar feur oksigen ha muiadur ar feur CO₂ er gwad hag un akidoz analadel (sl. hypocapnie).
Dic'hallusted da ren ur vuhez reol dre benn un anaez skevent.
Amfuadur diwar wadliñvañ en un tachad eus parenkim ar skevent (logigoù ha speurioù) o tisoc'h peurliesañ diouzh steviadur ur barr eus kef ar skevent, anezhañ annon en ervez da varvennañ pe da steuziañ.
Termen kinniget evit aroueziñ demerennoù padennek kuñv stadet dre ar skinimbourc'h da geñver skeventanaezioù diseurt (grip, drev, ornitoz), gwadnaouedoù, arvevadegezhioù.
Kavennoù aezhel, unel pe liesel, bezant en un pe lies tolbezenn skevent ; deskrivañ a reer ar k. ganedigel, dibaot (k. rizhellviweel, Gl. k. dysembryo-plasiques) ; ar k. arzeuat (gloevennoù emfizem, aezhvozhelloù, kleuzennoù e dilerc'h ur pugnez pe ur vougev dorzhellek) (sl. bulle pulmonaire, dysembryoplasie, pneumatocèle).
Kleñved hêrezhel dibaot treuzkaset er mod aotozomek enkilek, naouus, ent neuziadurel, dre ar vezañs en holl logigoù ar skevent eus grouan bihan (100-200 mm) haenek, ouzh o ober ur mukoprotein intret gant kalkiom ; dre ar skinluniñ e stader un arvez graeek doues oc'h aloubiñ an div vaezienn ; ent klinikel, goude menel diazon e-pad pell amzer, dre un dedro d'ar skorted analadel ha d'ar falladur kalon dehou.
Anaez a stader en nevezamzer, naouus dre un trec'hwezh, ur skrouediañ albuminek liv orañjez, un eleozinofil muiek er gwad, nivlennoù liesneuz hesteuz war skinlunioù ar skevent ; kiriek dezhañ eo ar c'hizidikaat ouzh pollen al lugustr hag al lore (sl. Löffler : syndrome de ∼ ).
Ensiladur levrus ar skevent ; kemm a lakaer etre a) ar g. s. kalonien (Gl. o.p. cardiogénique) o tarvezout dre ur wikefre wadloc'honiel (falladur ar galon gleiz o tec'han un uswask e korrwazhied ar skevent) ; b) ar g. s. anafel (Gl. o.p. lésionnel) dre zarallad ar speur logigoù-korrwazhied (e-kerz skeventadoù diseurt : poreel, pistriel, h.a.) ; hervez an dedro e vez ar g. s. pe lemm (GSL, Gl. oedème aigu pulmonaire, OAP), goulemm pe henek (sl. détresse respiratoire de l'adulte, insuffisance cardiaque, membranes hyalines : maladie pe syndrome des ∼, poumon de choc, poumon de choc).
Yoc'henn skevent a orin krouellel (sl. blastome).
Pep hini eus an daou organ, dehou ha kleiz, dezho da arc'hwel oksigenañ ar gwad. Loet int e kavenn ar brusk, ouzh he leuniañ hogos en he fezh, dispartiet an eil diouzh egile gant ar poullkreiz. Ar skevent zo organoù meizh, spoueek, frankadus ha gwaskadus, e stumm kernennoù direoliek, a zo o beg a live gant ar gostezenn gentañ hag o diaz harpet ouzh ar gelc'hspeurenn. Ar skeventenn dehou zo brasoc'h eget an hini gleiz ha rannet eo gant daou skarr e teir zolbezenn amgement, tra ma n'eus nemet div dolbezenn d'ar skeventenn gleiz. Amparet eo ar skevent gant un haen diavaez levrus — feilhenn a-flugez ar grezenn —, gant ur gwiad kenglenel endan-levrgenn ha gant ur parenkim furmet gant flipezennoù ar skevent kenereet gant gwiad kenglenel. Pep flipezenn a c'hoarvez eus ur gorrvronkezenn — ar gorrvronkezenn enflipezenn — o skoultrennañ e korrvronkez dibenn, hag o tifourkañ e sanioù al logigoù hag e logigoù ar skevent.
Kaelog metalek hestank ma veze stalet ur c'hlañvour tizhet gant seizi ar c'higennoù analañ. Ennañ, argemmoù gwask korvezek a drezalc'he gwenterezh kalvezadel ar skevent. Ne vez ket mui arveret.
Azoniad o naouiñ dre un dreuzwelusted war gresk eus un darn, bras pe vrasoc'h, eus ar skevent, peurliesañ un dolbezenn grec'h, hewel war ar skinlunioù, gant rouesadur eizhañ anneuenn ar skevent. Dedreiñ a ra gorrek kenan e-pad lies bloaz hep azoniadur klinikel naouus. Kemm zo etre an azoniad-se hag an dreistsklaerdedoù diwar emfizem pe kistoù ; hañvalout a ra bezañ devoudet gant un iswe pe un angwe eus barroù kef ar skevent, ganedigel moarvat (sl. janus : syndrome de ∼; macleod : syndrome de ; macleod : syndrome de ∼ ).
Skeventanaez dibaot, dianav e arbenn, o tedreiñ war-du fibroz ar skevent, o naouiñ dre hogennadur el logigoù eus un danvezenn c'hreunek eozinofil a natur lipoproteek. Lies dedro zo : pe ar pare, pe an andizh da heul ur fibroz dieiltro.
1 A-zave d'ar skevent. 2 Er gorfadurezh vonan hag en neuzkleñvedouriezh, en amgant ar skevent : talmerenn a-skevent, gwask a-skevent, aergleuzenn a-skevent, h.a.
Lenadur ur skinizotop (korrannigoù teknetiom 99 er skingannluniñ dre ensinklañ, ksenon 133 er skingannluniñ dre zewentañ) evit deznaou an enfroù skevent.
Anvad rumm evit kammneuziadoù ar benvegad analañ, anezho an disrann eus un tamm gwiad bronkez-skevent diouzh e gevreoù reol. An tiriad, e diouer gwazhiedadur ha /pe gwentadur arc'hwelel, a vez e-se amskaret ha peurliesañ eroueriet gant un dalmerenn drogorfel gouskoev o tont eus an aortenn pe eus unan eus e barroù. Rummet e vez an amskaradoù skevent etre amskaradoù diwar nov bronkezel dreistniver hag amskaradoù hep nov bronkezel dreistniver.
Anvet ivez skeventfo behinek pe skeventfo eoulek, anaez dibaot, nebeut anavezet, arsellet dreist holl gant ar vugale yaouank, dezhañ nebeut a arouezioù klinikel (paz a gaouadoù, kraostañ nebant, diwezhatoc'h trec'hwezh ha dulaz) ha dinoet a-wechoù dre ar skinluniñ hepken, o tiskouez nozelennoù demer strewet er skevent. Kirieget eo bet an enberadurioù eoulioù liael er fric'hargadenn.
Gwazhiedenn wad bras he c'havnez o tont eus kofig dehou ar galon, oc'h emrannañ e div dalmerenn, kleiz ha dehou, a gas ar gwad gwazhiennel d'ar skevent.